The Twelve Days of Christmas
The Twelve Days of Christmas (Daouzek Deiz an Nedeleg) zo ur ganaouenn saoznek a vez kanet da Nedeleg. Ur ganaouenn da gontañ daouzek deiz an Nedeleg, ar Gourdeizioù, ha da venegiñ daouzek prof da bep hini anezho. Embannet e voe e bro-Saoz e 1780. Krediñ a reer eo a orin gall. "The Twelve Days of Christmas" zo meneget er Roud Folk Song Index en niverenn 68. Kartennoù Nedeleg a ziskouez an daouzek prof, ha da gentañ « A partridge in a pear tree », ur glujar en ur wezenn ber.
Komzoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]"The Twelve Days of Christmas" zo da ganañ war gresk, da lavarout eo e teu ur werzenn nevez bep taol da greskiñ ar ganaouenn. Daouzek gwerzenn zo, ouzhpenn an diskan, ma lavarer petra eo ar profoù roet bemdez gant an dousig ("my true love" er ganaouenn) a-hed an daouzek deiz.
Meur a zoare zo d'ar c'homzoù, met setu hini Frederic Austin e 1909.
- On the First day of Christmas my true love sent to me
- a Partridge in a Pear Tree.
- On the Second day of Christmas my true love sent to me
- Two Turtle Doves
- and a Partridge in a Pear Tree.
- On the Third day of Christmas my true love sent to me
- Three French Hens,
- Two Turtle Doves
- and a Partridge in a Pear Tree.
Goude e vez ouzhpennet
- 4 Calling Birds
- 5 Gold Rings
- 6 Geese a-Laying
- 7 Swans a-Swimming
- 8 Maids a-Milking
- 9 Ladies Dancing
- 10 Lords a-Leaping
- 11 Pipers Piping
- 12 Drummers Drumming
An ton
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A orin gall e ve an ton, hogen anavet e oa e Lec'hlenn er XVIvet kantved. E deroù an XXvet kantved e voe darngemmet gant Frederic Austin adalek ar pemp gwalenn aour (The New Oxford Book of Carols). E zoare eo a glever peurvuiañ bremañ.
Kinniget e voe evel c'hoari-eñvoriñ e Mirth without Mischief (c'hoari hep ober sotoni), un dastumad c'hoarioù evit ar vugale eus dibenn an [[XVIIIVet kantved}} (~1780).
Doare brezhonek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un doare brezhonek zo bet savet ivez.(Daveoù a vank)
- Da zeiz kentañ Nedeleg
- Gant ma dousig em boa bet
- Ur glujar en ur wezenn-ber
- Da eil deiz Nedeleg
- Gant ma dousig em boa bet
- Div goulmig wenn
- Ur glujar en ur wezenn-ber
- Da drede deiz Nedeleg
- Gant ma dousig em boa bet
- Teir yar wenn
- Div goulmig wenn
- Ur glujar en ur wezenn-ber
- Da bevare deiz Nedeleg
- Gant ma dousig em boa bet
- Pevar evnig flour ...
- Pemp gwalenn aour
- C’hwec’h gwaz e gor
- Seizh alarc’h war al lenn
- Eizh plac’h o c’horo
- Nav dimezell ‘tañsal
- Dek aotrou o fringal
- Unnek soner ‘viniaouiñ
- Daouzek taboulin ‘trouzal.