The Twelve Days of Christmas

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Daouzek deiz an Nedeleg, hervez ar ganaouenn

The Twelve Days of Christmas zo ur ganaouenn saoznek a vez kanet da Nedeleg. Ur ganaouenn da gontañ daouzek deiz an Nedeleg, ar Gourdeizioù, ha da venegiñ daouzek prof da bep hini anezho. Embannet e voe e bro-Saoz e 1780. Krediñ a reer eo a orin gall. "The Twelve Days of Christmas" zo meneget er Roud Folk Song Index en niverenn 68. Kartennoù Nedeleg a ziskouez an daouzek prof, ha da gentañ « A partridge in a pear tree », ur glujar en ur wezenn ber.

Komzoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dizanv, Angus, Newcastle, 1774–1825

"The Twelve Days of Christmas" zo da ganañ war gresk, da lavarout eo e teu ur werzenn nevez bep taol da greskiñ ar ganaouenn. Daouzek gwerzenn zo, ouzhpenn an diskan, ma lavarer petra eo ar profoù roet bemdez gant an dousig ("my true love" er ganaouenn) a-hed an daouzek deiz.

Meur a zoare zo d'ar c'homzoù, met setu hini Frederic Austin e 1909.

On the First day of Christmas my true love sent to me
a Partridge in a Pear Tree.
On the Second day of Christmas my true love sent to me
Two Turtle Doves
and a Partridge in a Pear Tree.
On the Third day of Christmas my true love sent to me
Three French Hens,
Two Turtle Doves
and a Partridge in a Pear Tree.

Goude e vez ouzhpennet

4 Calling Birds
5 Gold Rings
6 Geese a-Laying
7 Swans a-Swimming
8 Maids a-Milking
9 Ladies Dancing
10 Lords a-Leaping
11 Pipers Piping
12 Drummers Drumming

An ton[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A orin gall e ve an ton, hogen anavet e oa e Lec'hlenn er XVIvet kantved. E deroù an XXvet kantved e voe darngemmet gant Frederic Austin adalek ar pemp gwalenn aour (The New Oxford Book of Carols). E zoare eo a glever peurvuiañ bremañ.

Kinniget e voe evel c'hoari-eñvoriñ e Mirth without Mischief (c'hoari hep ober sotoni), un dastumad c'hoarioù evit ar vugale eus dibenn an [[XVIIIVet kantved}} (~1780).

Doare brezhonek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un doare brezhonek zo bet savet ivez.(Daveoù a vank)

Da zeiz kentañ Nedeleg
Gant ma dousig em boa bet
Ur glujar en ur wezenn-ber
Da eil deiz Nedeleg
Gant ma dousig em boa bet
Div goulmig wenn
Ur glujar en ur wezenn-ber
Da drede deiz Nedeleg
Gant ma dousig em boa bet
Teir yar wenn
Div goulmig wenn
Ur glujar en ur wezenn-ber
Da bevare deiz Nedeleg
Gant ma dousig em boa bet
Pevar evnig flour ...
Pemp gwalenn aour
C’hwec’h gwaz e gor
Seizh alarc’h war al lenn
Eizh plac’h o c’horo
Nav dimezell ‘tañsal
Dek aotrou o fringal
Unnek soner ‘viniaouiñ
Daouzek taboulin ‘trouzal.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]