The Stone Roses
Deiziad krouiñ | 1983 |
---|---|
Deroù ar prantad labour | 1983 |
Dibenn ar prantad labour | 1996 |
Pladennrolladur | The Stone Roses discography |
Lec'h diazez | Manchester |
Tachenn | alternative rock, indie rock |
Label sonerezh | Silvertone Records |
Bro orin | Rouantelezh-Unanet |
Prizioù resevet | MOJO Awards |
The Stone Roses a zo ur strollad saoz berrbad a-walc'h, en deus graet berzh e dibenn ar bleadou 80 ha penn kentañ ar bleadoù 90. E penn luskad sonerezh Manchester e oa ar strollad-mañ, àr un dro get the Happy Mondays. Lâret e vez o deus diazezet pezh vez graet "Britpop" anezhañ (diwezhatoc'h e vo kendalc'het get strolladoù evel Radiohead, Blur, Oasis - savet ar c'hoant da sevel ur strollad rock get Liam Gallagher goude en devoud gwelet ar Stones Roses àr al leurenn e 1988, ha loc'het gete-). Drevezet eo bet emzalc'h Ian Brown àr ar leurenn get meur a ganer da c'houde.
Prantadoù kentañ ar strollad :
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E penn kentañ ar bleadoù 80 e oa bet savet framm ar strollad get Ian Brown (kan), John Squire (gitar), Gary Mounfield -"Mani"- (gitar boud) hag Alan Wren -"Reni"- (taboulinoù) e Manchester da heul taolioù arnod ("The Patrol" ha strolladoù arall gete). Tud arall a voe e-barzh ar strollad evel Andy Couzens ha Pete Garner, bras o levezon met n'int ket chomet evel izili wirion er strollad.
Setu savet gete un album e 1989, goude o devout enrollet 5 pladenn vihan (singles). Ur bennoberenn sur ha n'eo ket marteze. Kudennoù gwirioù o doa bet er mareoù-se avat, get o zi-embann peurgetket. Sonadegoù brudet a rezont ('Ally Pally' gig e North London's Alexandra Palace d'ar 25 a viz Kala-gouañv 1989 hag unan e Spike Island e-kreiz ar ster Mersey d'ar 27 a viz Mae 1990).
Un eil album... a-benn ar fin !
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Torret gete o skrid-emglev get Silverstone hag engouestlet da-c'houde get Geffen Records, setu a-benn ar fin the Stones Roses da lakaat un eil pladenn da vonet er-maez e dibenn 1994, "Second Coming" hec'h añv, blaz an heavy metal (hag eil prantad Led Zeppelin evel "Physical Graffiti") àr ar bladenn-se, levezonet get gitar John Squire. Kerse a ziwanas diàr ar bladenn-mañ, pa voe gortozet get karourion ar strollad e-pad 5 blead àr-lerc'h e bennoberenn gentañ, ha broket kement arall àr he divoud.
Àr ziskar eh eas ar strollad pand eas kuit Reni, ha d'e heul, John Squire e-unan a skarzhas kuit d'an 1añ a viz Ebrel 1996 (ha ne oa ket ur pesk Ebrel !). Kenderc'hel a reas Ian Brown ha Mani get ar strollad tamm pe damm e-pad ur blead met freuzet e voe gete da heul un abadenn druezus a-walc'h e-kerzh festival Reading.
Izili ar strollad é valafenniñ, adsavet 'vo ar strollad... pe ne vo ket ?
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur strollad nevez a voe savet get John Squire : the Seahorses. Ur bladenn hag achu gete ivez. Da c'houde e voe e bladenn solo gentañ get Squire e 2002, "Time Changes Everything", hag unan arall e 2004 : "Marshall's House". Monet a ra Mani da seniñ gitar-boud e-barzh Primal Scream.
Evit pezh a sell doc'h Ian Brown, peder fladenn solo a savas, berzhig a-walc'h a voe graet gete, ha klevet eo bet e-barzh sonadegoù bras pe festivalioù dre vro-Saoz. Ur strollad nevez a voe savet get Reni ivez, e 1999 : the Rub. Sonet en deus e korn-bro Manchester d'ar mare-se, ne ouier ket petra eo daet the Rub da vout, met un album solo zo bet graet get Reni e 2004 avat, unan dedennus a-walc'h diàr pozioù John Squire...
E miz Eost 2004, e-kerzh sonadegoù e Belfast ha Surrey e voe gwall souezhet an arvestourion get Ian Brown, hemañ a sonas dreist-holl sonennoù brudet prantad kentañ ar Stones Roses. Ha kenderc'hel a reas e-giz-se diwezhatoc'h, é seniñ àr un dro tonioù kozh ha tonioù nevez dezhañ e-unan, ha Mani a zeuas àr ar leurenn getoñ, ar wezh kentañ a-c'houde 8 vle ! Noel Gallagher (gitarour Oasis) a voe é seniñ getoñ ivez, er sonenn "Keep What Ya Got" (single). A-hend arall, Ian Brown ha Mani a voe klevet en un ton single ("Reign") get DJ James Lavelle hag e strollad UNKLE, ha tapet 40vet plas get ar single-mañ.
E miz Mae 2005 e voe klevet komz a-zivout adsevel ar strollad en-dro, diàr pozioù Squire e-unan e-barzh ur gazetenn bennaket. Gwelet e voe a-stroll get Mani ha Reni en ur sonadeg bennak, peadra da vouetaat ar safar a-zivout adsavadur ar strollad. Reni en deus savet sonennoù ha c'hoant en deus d'o seniñ get Mani, daoust ha graet e vo un dra bennak get ar labourioù-mañ en ur raktres get the Stone Roses, n'eo ket sur pa ouier e veze aozet rac'h ar sonennoù get Ian Brown pe John Squire e-raok ?
Piv a oa er strollad ?
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Izili diazez (adalek Miz Kala-gouañv 1987 betek Miz Meurzh 1995) :
* Ian Brown, Kaner kentañ * John Squire, gitar ha mouezhioù a-dreñv, diskan * Mani (Gary Mounfield), gitar boud * Reni (Alan Wren), taboulinoù, diskan
Ha re arall :
* Andy Couzens, gitarour. Aet eo kuit ag ar strollad e Miz Gourhelen 1986 (savet The Hign getoñ da c'houde) * Pete Garner, gitar boud (etre Miz C'hwevrer 1984 hag Eost 1987) * Cressa, (Steve Cressa) graet 'vez anezhoñ "pempvet ezel ar strollad" a rae àr-dro kempennadur sonioù ar gitar(1989-1990) * Robbie Maddix, tabouliner, en doa kemeret lec'h Reni e miz Ebrel 1995 * Nigel Ippison, é seniñ get an touchennaouegoù àr al leurenn goude miz Gourhelen 1995 * Aziz Ibrahim, gitarour, en doa kemeret lec'h John Squire e miz Ebrel 1996.
Pladennoù :
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]hag un nebeud dastumadegoù :
- Turns Into Stone (1992)
- The Complete Stone Roses (1995)
- Garage Flower (1996)
- Remixes (1996)
- The Very Best of The Stone Roses (2002)
Lec'hiennoù Internet :
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]* https://web.archive.org/web/20210301095459/http://pdmcauley.co.uk/ * http://www.thestoneroses.co.uk