The Notting Hillbillies

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
The Notting Hillbillies

The Notting Hillbillies zo anv ur strollad sonerezh breizhveuriat hag a oa bet krouet e dibenn ar bloavezhioù dek ha pevar-ugent. C'hoari a ra an anv-mañ gant ar gerioù saoz Notting Hill (ur c'harter eus Kêr Londrez) ha Hillbilly (diaes da dreiñ e brezhoneg).

Deuet e oa er-maez an albom Brothers in Arms, bet savet gant Dire Straits, e penn-kentañ miz Mae 1985. C'hoant kement hag ezhomm en devoa Mark Knopfler, hag eñ kaner ha soner gitar ar strollad-mañ, d'ober un tammig ehan. Se zo kaoz e oa aet da seniñ da Holbeck (eur c'harter eus Leeds) e-barzh The Grove Inn, a-gevret gant mignoned kozh dezhañ, Brendan Croker ha Steve Philips : ganet e oa ar strollad The Notting Hillbillies d'an 31 a viz Mae 1986 eta.

Ur soner all, Guy Fletcher, hag eñ ezel eus Dire Straits ivez, a voe galvet gant Knopfler da gas da benn enrolladenn ar bladenn nemeti bet savet gant The Notting Hillbillies, Missing... presumed having a good time an anv anezhi. Deuet e oa er-maez e penn kentañ miz Meurzh 1990, blaz ar blues hag ar rock-country gant an unnek kanaouenn a yae d'hec'h ober. 496 800 skouerenn anezhi a zo bet gwerzhet e Bro-C'hall.