The Man from U.N.C.L.E.
The Man from U.N.C.L.E. a zo ur stirad skinwel amerikan bet skignet gant NBC eus an 22 a viz Gwengolo 1964 betek ar 15 a viz Genver 1968. Krouet eo bet gant Sam Rolfe ha Norman Felton ha produet gant Metro-Goldwyn-Mayer hag Arena. 4 c'houlzad, 105 rann a 49 munutenn a gaver ennañ. Ar c'houlzad kentañ (1964-1965) a zo bet troet e gwenn ha du, ha re all (1965-1968) e liv. Ian Flemming en deus kenlabouret er penn kentañ gant ar grouerien.
An istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kontañ a ra ar stirad avanturioù daou wazour, Napoleon Solo, un amerikan c'hoariet gant Robert Vaughn hag Illya Kuryakin, ur jeorjian c'hoariet gant David McCallum a labour evit un aozadur etrevroadel kuzh a enep-spierezh anvet U.N.C.L.E. (United Network Command for Law and Enforcement). Leo G. Carroll c'hoariet gant Alexander Waverly a zo penn breizhveuriat an aozadur(Number One of Section One). Lisa Rogers, c'hoariet gant Barbara Moore a gemeras perzh adalek ar c'houlzad 4.
T.H.R.U.S.H.eo enebour U.N.C.L.E. Un aozadur torfedus, puritan ha burevour eo T.H.R.U.S.H.. Klak a ra ren ar bed. Gwelet eo evel ken dañjerus ken e kenlabour gouarnamantoù enebour evit stourm outañ.
Ne lavarer ket er stirad ar pezh a dalv T.H.R.U.S.H. met reiñ a ra David Edward McDaniel en unan e romantoù tennet eus ar stirad (The Dagger Affair, 1965, Ace Books) an displegadenn-mañ : Technological Hierarchy for the Removal of Undesirables and the Subjugation of Humanity.
Berzh en deus graet ar stirad ha gounezet en deus un toullad prizioù.
Oberennoù bet awenet gant ar stirad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Romantoù David Edward McDaniel :
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- The Dagger Affair (1966)
- The Vampire Affair (1966)
- The Monster Wheel Affair (1967)
- The Rainbow Affair (1967)
- The Utopia Affair (1968)
- The Hollow Crown Affair (1969)
- The Final Affair (ket embannet)
Ur film sinema
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un azasadur evit ar sinema anvet The man from U.N.C.L.E. zo bet produet gant Warner Bros. ha Turner Entertainment. Sevenet eo bet gant Guy Ritchie. Armie Hammer a zo Kuryakin, Henry Cavill Solo ha Hugh Grant evit Waverly. Kroget oa bet gant ar film e miz Gwengolo 2013 ha diskouezet eo bet d'ar 14 a viz Eost 2015.
Bannoù-treset
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Embannet ez eus bet un azasadur e bannoù-treset gant Gold Key Comics e-pad 22 niverenn. Rannoù zo zo bet treset Mike Sekowsky.