The Bard's Tale (1985)

Eus Wikipedia
The Bard's Tale
The Bards Tale-logo.png
Diorroer Interplay Entertainment
Endro Lies-savenn (NEC PC-9801, Amiga, Amstrad CPC, Atari ST, Apple II)
Yezhoù Lies-yezh
Doare C'hoari roll

Ur c’hoari video savet gant Interplay Productions eo The Bard’s Tale: Tales of the Unknown hag embannet gant Electronic Arts war Apple II ha Commodore 64 e 1985. Embannet e oa bet ivez war Amiga, Atari ST, DOS, Amstrad CPC, ZX Spectrum ha Nintendo Entertainment System. Unan eus ar c'hoariou video kentañ a zo bet levezonet gant ar c'hoari den brudet kenan: Kevioù hag erevent.

Pal ar c'hoari a zo kavout Mangar an hudour drouk, gantan skornet razh an douaroù en-dro Kêr Skara Brae a-benn difenn an dud da vont er-maez pe e-barzh ar gêr. Bremañ e vez kavet kalz a grouaderezed iskis ha drouk e straedoù ar gêr.

Ar C'hoari[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E penn kentañ ar c'hoari e vez tu da grouiñ meur a dudenn gant micherioù disheñvel : Barzhed, stourmerien, marc'hegerion, huderion, menec'h, laeron, hemolc'hourien hag a ouennoù disheñvel: mab-den, korred, kornandoned, korriganed (hobbit), elfoù, orc'hed.

Goude eo ret mont e kêr evit furchal e milendall (ur c'hraou en un davarn, kastelioù, ur c'hatakomb). Ar c'hoarier a oa ret dezhañ tresañ kartennoù war follennoù paper evit dont a-benn d'adkavout e hent. Diaes-tre e oa ar c'hoari-se.

Liammoù a-diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]