Mont d’an endalc’had

That's All, Brother

Eus Wikipedia
That's All, Brother e Mae 2019

That's All, Brother zo ur c'harr-nij Douglas C-47 Skytrain a oa bet e-touez an 800 karr-nij o devoa kaset war-dro 13 000 harzlammer stadunanat da zeiz an D-Day, d'ar 6 a viz Even 1944, da gregiñ gant dieubidigezh Bro-C'hall. Goude an Eil Brezel-bed e oa bet degaset en-dro ar c'harr-nij d'ar Stadoù-Unanet ha gwerzhet da drevourien. Laosket e oa bet hep ober war e dro betek ma vefe adkavet en ur vered kirri-nij en Oshkosh (Wisconsin) e 2015. Daarbet e oa bet da vezañ distrujet ha troet ar pezhioù e reoù evit motorioù kirri-nij a-vremañ. Abaoe ez eo bet kempennet ha deuet eo da vezañ ul lodenn eus ar flodad Commemorative Air Force.

Ar frazenn That's All, Brother a oa bet laket da anv d'ar c'harr-nij a oa ul lugan skrivet evit Adolf Hitler gant an nijerien.