Thalia (Fulenn)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Thalia (henc'hresianeg : Θαλία Thalía) zo unan eus an teir c'hoar anvet ar C'haritezed, pe an Teir Fulenn, anezho doueezed ar gened, an natur, hag ar strujusted. Doueez an imor vat e oa-hi. Hi a gase en-dro ar festoù ha banvezioù a-stroñs.

Evel he c'hoarezed, Aglaia hag Eufrosyne, e oa merc'h d'an doue Zeus ha d'an Okeanidenn Eurynome, pe da Eunomia, unan eus an Eurioù .