Testeni arianelezh

Eus Wikipedia

Testeni arianelezh a veze graet er Stad C'hall etre 1940 ha 1944, dre verraat pe dre c'hoap, eus ar skrid ma asure an dud n'o doa ket a wad yuzev, ret e oa kaout ar skrid-testeni-se, pe da virout ul labour er velestradurezh c'hall, pe evit ober micherioù zo, er c'henwerzh, er c'hoariva (gwelout ar film Le Dernier métro), pe er medisinerezh.

Goulennet e veze ar skrid-se abalamour d'ar politikerezh arianelaat a veze kaset en-dro gant gouarnamant ar Stad C'hall, anv ofisiel gouarnamant ar marichal Pétain, evit mont da-heul ar pezh a veze graet gant an Nazied en Alamagn d'ar poent-se, war-lerc'h o lezennoù diwar statud ar Yuzevien.

Gouzout a reer evel-se e voe ret da veur a intelektual brudet, Simone de Beauvoir ha Jean-Paul Sartre e-touez re all, diskouez seurt skridoù-testeni, evit gallout labourat en deskadurezh e-pad ar bloavezhioù brezel-hont.


Arroudenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

"… ret e voe da bep kelenner testeniekaat ha touiñ ne oa na yuzev na frañmason. Georges [de Beauvoir]… a roas e c'hourc'hemennoù d'e verc'h zoken peogwir he doa sinet an testeni… "Sinet em boa peogwir n'hallen ket ober a-hend-all ..." . Tennet eus Simone de Beauvoir, gant Deirdre Bair (Arthème Fayard), pajenn 279.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]