Terra Eco
Terra Eco a zo ur gelaouenn viziek c'hall. embannet e vez bep miz war internet hag er stumm paper. Krouet e oa bet d'ar 5 a viz Genver 2004 gant tregont kazetenner a vicher. Ar pal a zo e c'helfe an holl kompren an ekonomiezh, hag adlakaat an den hag an endro e-kreiz an ekonomiezh. Ekonomiezh, sokial hag endro, da lavaret eo 3 fennahel an diorroadur padus.
Pa voe krouet e oa anvet Terra Economica, abaoe eo bet adanvet Terra Eco evit ar stumm nevez, d'an 2 a viz Meurzh 2009[1]. Abaoe Genver 2004 ne veze kavet nemet en un nebeud lec'hioù gwerzh e Naoned hag e Pariz ha dre goumanant hepken. Terra Eco a zo ur stumm adwelet ha kresket, gant 84 pajenn, posupl eo kavout anezhañ e Bro-C'hall a-bezh ha dre goumanant. Moullet e vez war paper adimplijet da 60%.
Alc'hwezioù evit lenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evit ar gelaouenn ez eo an ekonomiezh un elfenn ret evit kompren hor bed a-vremañ . Klask a reont neuze displegañ en un doare simpl an darvoudoù ekonomikel bras hag an diorroadur padus. Kinnig a reont teuliadoù, doserioù hag enklaskoù disheñvel diouzh re ar c'helaouennoù ekonomikel boas ("Climat : 10 raisons d'espérer, ""La nature a-t-elle un prix ?", "Quel avenir pour l'automobile ?", "Le palmarès des plus petites fortunes de France", "Bourse, quand les entreprises coupent le cordon", "Vendeurs de délocalisations"...)
Tuadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez Terra Economica ez eo graet an ekonomiezh evit an den hag an endro, ha n'eo ket ar c'hontrol. Klask a reont komz en un doare ekologel ha sokial eus an ekonomiezh.