Mont d’an endalc’had

Ten Brielen

Eus Wikipedia
Ten-Brielen
50°47'37" N – 03°00'11" R

An iliz katolik Sint-Eloois
Riez Belgia
Kumuniezh Banniel an Communauté française de Belgique Kumuniezh c'hall
Rannvro Banniel ar Wallonia Wallonia
Proviñs Hainaut
Arondisamant Mouscron
Kumun Comines-Warneton
Rann-gumun Comines
Kod post 7780


Lec'hiadur Comines Comines-Warneton
Ten-Brielen, ar pennkêr hag an iliz katolik Sint-Eloois

Ten-Brielen a zo ur pennkêr eus Comines, ur rann-gumun eus Comines-Warneton en Hainaut e Belgia. Ur barrez katolik eo ivez.

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • An iliz katolik : savet e oa bet an iliz-parrez Saint-Eloi e 1922, e-lec'h an iliz nev-gotek a-gent bet savet e 1889 ha bet distrujet e 1917, e-pad ar Brezel-bed kentañ. Graet eo gant brikennoù ha savet eo bet diwar tres an iliz a-gent[1].
  • Ar Soetemolen (ar velin Soete) : ar vilin-avel gentañ a oa bet distrollet, degaset eus Mesen hag adsavet e Ten Brielen. Distrujet eo bet razh e-pad ar Brezel-bed kentañ. Adsavet e oa bet gant ar miliner Dominique Soete. Hemañ a brenas tammoù milinoù e Flers hag e Comines. E-pad c'hwec'h vloaz ha daou-ugent, an tiegezh Soete a labouras er velin. E 1932 e voe aotreet ar milinour, Jean-Baptiste Soete, da lakaat ur c'heflusker-mazout er velin. Paouez a reas da dreiñ e penn-kentañ ar bloavezhioù 1960. Mont a rae war ziskar tamm-ha-tamm. Prenet e voe gant kumun Comines. Dre ma oa re ger da gempenn, gwerzhet e voe en-dro. A-benn ar fin, profet e voe gant ar gumun d'ar Gumuniezh c'hall. Klaset eo bet ar vilin e 1978. Diblaset eo bet ha treiñ a ra en-dro abaoe 1987[2].

Dave ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]