Telegoneia
An Telegoneia (en henc'hresianeg Τηλεγόνεια Têlegóneia, hag e latin Telegonia) zo ur meurgan kollet eus Henc'hres, a vije bet savet gant Eugammon Kyrene. Ul lodenn eus Kelc'hiad Troia e oa, un hollad oberennoù a zanevell istor Brezel Troia. An Telegoneia a zeue da-heul an Odysseia hag a echue ar c'helc'hiad. Ne chom ganeomp nemet div linenn eus an oberenn orin. An diverradenn fonnus a-walc'h nemeti zo en hor c'herz a zeu eus ar Grestomatiezh a vije bet skrivet gant Proklos, ur prederour eus ar Vvet kantved goude J.-K. Ar mammennoù all a zegas nebeut a elfennoù. Rannet e oa ar varzhoneg e div lodenn skrivet en heksametroù daktilek, a zanevelle daou istor disheñvel : beaj Odysseüs da Desprotia hag istor Telegonos.
Deraouiñ a ra ar meurgan goude distro Odysseüs da Itaka ha « Lazhadeg ar bleustrerien » (en henc'hresianeg μνηστηροφονία mnêstêrophonía), da lâret eo e diwezh an Odysseia. Devet eo ar bleustrerien varv hag Odysseüs a ra aberzhioù d'an Nimfezed (Ar re a warde groc'h Itaka e lec'h m'en doa kuzhet e deñzor moarvat, s.o. Kan XIII an Odysseia). Mont a ra da Elis, ma wel un den dianav mod all, Poliksenos, a brof dezhañ ur c'hrater. D'ar mare-se ez eus anv eus istorioù Trofonios, Agamedes hag Augeias. Distreiñ a ra Odysseüs da Itaka da lidañ an aberzhioù meneget gant Teiresias e kan XI an Odysseia hag ez a goude da Desprotia. Eno e timez gant ar rouanez Kallidike. Dont a ra ur bugel dezhi, Polypoites. En em gannañ a ra Odysseüs gant an Desproted a-enep o amezeien. Kemer a ra an doueed perzh er brezel ivez. Kallidike zo lazhet avat ha distreiñ a ra Odysseüs da Itaka.
Deskiñ a reer neuze e oa Kirke o tesevel hec'h-unan ar mab he deus bet gant Odysseüs (Kanoù X-XII an Odysseia), Telegonos (henc'hresianeg Τηλέγονος Têlégonos, « zo ganet pell »), en enezenn Aiaia. Diouzh kuzul an doueez Athena e tiskuilh Kirke anv e dad d'he mab, hag e kas anezhañ d'e glask. Reiñ a ra dezhañ ur goaf buzhudus, savet gant Hefaistos, gant flemm binimus ur rae en e benn. Mont a ra Telegonos kuit gant un nebeud moraerien, met kaset int gant ur barrad-amzer war aodoù Itaka, hep goût dezhe e pelec'h emaint. Eno e laeront chatal Odysseüs evit dastum pourvezioù. Degouezhout a ra Odysseüs hag en em gannañ a ra a-enep e vab Telegonos, a lazh anezhañ gant e c'hoaf. Deuet eo evel-se da wir diougan Teiresias en Odysseia a lavare e teufe marv Odysseüs eus ar mor (eus ur broud rae e gwirionez). E-keit ha m'emañ an haroz war e dremenvan ec'h anavez Telegonos a gunud abalamour d'e fazi. Degas a ra neuze e gorf gant Penelope hag e vab all Telemac'hos en Enez-Aiaia, ma tev Kirke korf Odysseüs ha ma laka ar re all da vezañ divarvel. Dimeziñ a ra Telegonos gant Penelope, ha Telemac'hos gant Kirke.