Tecwyn
Neuz
Tecwyn a oa ur sant brezhon er VIvet kantved, e Rouantelezh Gwynedd, en hanternoz Kembre.
Gantañ e vije bet savet iliz Llandecwyn, e-kichen Llanfihangel y Traethau en Ardudwy, e Gwynedd.
Mab e vije bet da Ithel Hael (pe Ithael Hael). Div listenn zo eus bugale Ithel. En hini gentañ eo meneget ar sent Tanwg, Gredifael, ha Fflewyn, a zo stag o anv eus Gwynedd. Hervez al listenn all e vije breur da'r sent Fflewyn, Tegai, Trillo, Twrog, Llechid, ha Baglan.
A-hervez e vije deuet eus Breizh gant sant Cadfan hag Emyr Llydaw da sevel Llandecwyn.
Ur groaz keltiek kozh a voe kavet e 1879 pa vez diskaret an iliz d'ober unan nevez en he lec'h.
Lidet e vez Tecwyn d'ar 14 a viz Gwengolo.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Breverton, T. D. (2001). The Book of Welsh Saints. Cyhoeddiadau Glyndŵr.