Taygete

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Taygete (Ταϋγέτη / Taûgetê e gregach) a oa unan eus ar seizh Pleiadenn, merc'h da Atlas ha Pleione.

Un deiz m'edo Zeus o redek war he lerc'h e voe sikouret gant Artemis, ha troet en heizez. Distroet d'he stumm maouez e kinnigas d'an doueez heizez Keryneia he c'herniel aour, a rankas Herakles mont da dapout dezhi.

A-benn ar fin e lezas an doue meur d'he c'harout, ma voe mamm da Lakedaimon, penndiazezer kêr Sparta.

Gant ar vezh ez eas da guzhat e krec'h menez Amiklayos, anvet Taygetos goude se, e Lakonia.