Tatouadur
Iskevrennad eus | body art, Teknik, body modification |
---|---|
Lec'h | tattoo parlor |
Produ | tattoo |
Istor | history of tattooing |
Pleustret gant | tattoo artist |
A implij | tattoo ink, tattoo machine, motif |
An tatouadur zo un doare da sevel tresadennoù pe arouezioù war ar c'horf dre silañ livioù er c'hroc'hen. En un doare hengounel e veze graet gant liv Sina pe livioù diwar glaoù pe soav. Bremañ e vez graet gant livioù enne enlivadoù produet gant an industriezh. Savet e vez an tatouadurioù o silañ liv dindan ar c'hroc'hen war-bouez ur benveg lemm pe nadozioù. Kleizennañ a ra ar gloaz ha gwelet e vez al liv hag an dresadenn savet a-dreuz ar c'hroc'hen. Lezet e vez al liv en un tachad resis a-walc'h, etre an iskroc'hen hag an uskroc'hen. Emañ etre 1 pe 4 mm hervez ar seurt kroc'hen ha lodenn ar c'horf m'emañ an tatouadur. Emañ an tachadoù tevañ er c'hein, en daoulin hag en daouilin.
Kavet e vez teknikoù tatouiñ dre ar bed a-bezh, eus an Ainoued e Japan, Polinezia, Afrika, Su Amerika, Europa pe Sina hag abaoe an amzerioù koshañ ivez. Savet e vezont evit abegoù relijius, arouezel, evit pareañ an dud pe evit o c'hened. E meur a sevenadur e vez sellet outañ evel ul lid tremen abalamour d'ar boan a vez santet ouzh e sevel.
Dont a ra ar ger "tatouadur" diwar an tahitieg tatu pe tatau hag a dalvez kement ha "merkañ" pe "skeiñ". Anvet e vez ivez enlivadur, brizhelladur pe broudvrizhelladur. E japaneg e vez graet irezumi eus an teknik hengounel implijet eno.
Er bloavezhioù-mañ muioc'h-mui a dud, dreist-holl ar re yaouank, a dibab lakaat o c'hroc'hen da vezañ tatouet. War gresk ec'h an an niver a dud livet o c'hroc'hen e Norzh Amerika, Japan hag Europa diouzh un tu ha kregiñ a ra an dud er sevenadurioù ma veze tatouet a-gozh da distreiñ d'an doare-ober hengounel-se goude ma oa bet dilezet mui-pe-vui peurliesañ abaoe donedigezh ar visionerien eno.
Daoust ha ma vez implijet c'hoazh meur a deknik hengounel dre ar bed evit terriñ ar c'hroc'hen a-benn lakaat al liv da vont dindanañ, a-wechoù poanius-tre, an teknik muiañ-implijet hiziv en Europa hag Amerika a zo un ardivink tredan ijinet gant Samuel O'Reilly e 1891, ennañ meur a nadoz voan.
Dre ma'c'h eo bet implijet an tatouadur gant stolladoù zo evel ar yakuza e Japan pe gant an dud bet en toull-bac'h en Europa, e meur a sevenadur e vez graet al liamm gant an tatouadur, o krediñ ec'h eo torfedour eo an neb a zo bet livet e groc'hen hag e meur a vro e vez klasket kuzhat an tatouadurioù e lec'hioù zo, da skouer war al labour.
Posupl eo tennañ kuit un tatouadur war-lerc'h, peurliesañ dre implijout ul laser, met ker e koust ha poanius-tre e c'hell bezañ. Teknikoù nevesoc'h zo ivez a implij an drenkenn c'hlikolek.
Riskloù zo pa vezer tatouet, en o zouez : ar c'hontammadur, allergiezhioù rak al livioù ha kleñvedoù red kaset dre ar gwad dreist-holl. Izel-tre eo ar riskloù avat pa vez naet al lec'h ma vezont graet hag implijet manegoù ha pa vez cheñchet al livioù hag an nadozioù a den da den.
Tatouet e vez al loened alies ivez evit o merkañ.
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Arzoù korf
- Toullgorferezh (piercing)