Gwrac'h (pesk)
| |||
---|---|---|---|
L. bergylta
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Actinopterygii | ||
Urzhad : | Perciformes | ||
Kerentiad : | Labridae | ||
Genad : | Labrus | ||
Anv skiantel | |||
L. bergylta Ascanius, 1767 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar wrac'h zo ur pesk mor a gaver tost d'an aod, ha betek dindan 20 metrad dour, kenkoulz er Mor Kreizdouar evel er Meurvor Atlantel, a-hed aodoù Breizh, hag e kornôg ar Mor Baltel. Labrus bergylta eo an anv skiantel.
Ar gwrac'hed a vez parezed dalc'hmat en deiz ma vezont ganet, met adalek o 8 vloaz (etre 5 ha 14 vloaz hervez tud zo) e teu lod anezho da vout pared. "Tarkined" a vez graet eus ar re vihan, e Treger da vihanañ. Galc'hig ha koukoug ivez.
Teñvaloc'h eo liv ar pared (etre gell ha glas), sklaeroc'h hini ar parezed (etre ruz hag orañjez). Betek 66 cm hed e c'hallont ober.
Plijout a ra dezhi kuzhat dindan ar bezhin hag en toulloù. Debriñ a ra kregin bihan, meskl dreist-holl, a vez malet ganti etre he dent munut.
Gwrac'heta a vez lavaret ivez eus pesketa gwrac'hed, ha tarkineta ivez. Mat e vezont kavet en asied, goude ma klemm lod e vez re a zrein. N'eo ket ali pesketaerien Treger na re Iwerzhon pe Bro-Skos.
Krennlavar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tro-lavar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Mont da besketa ar wrac’h-kozh: koll e amzer.
Da lenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-E brezhoneg: ur menegoù bennak e levrioù Jules Gros.
-E norvegeg:
- Torsvik, Mortensen, Nedreaas (red.) Fiskeribiologi ISBN 82-529-1720-8
-E saozneg:
- Alan Davidson, North Atlantic Seafood, 1979, ISBN 0-670-51524-8.
- David Erwin, Bernard Picton, "Guide to Inshore Marine Life" The Marine Conservation Society 1987 ISBN - 907151 345