Mont d’an endalc’had

Gwrac'h (pesk)

Eus Wikipedia
Gwrac'h

L. bergylta
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Actinopterygii
Urzhad : Perciformes
Kerentiad : Labridae
Genad : Labrus
Anv skiantel
L. bergylta
Ascanius, 1767
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Ar wrac'h zo ur pesk mor a gaver tost d'an aod, ha betek dindan 20 metrad dour, kenkoulz er Mor Kreizdouar evel er Meurvor Atlantel, a-hed aodoù Breizh, hag e kornôg ar Mor Baltel. Labrus bergylta eo an anv skiantel.

Ar gwrac'hed a vez parezed dalc'hmat en deiz ma vezont ganet, met adalek o 8 vloaz (etre 5 ha 14 vloaz hervez tud zo) e teu lod anezho da vout pared. "Tarkined" a vez graet eus ar re vihan, e Treger da vihanañ. Galc'hig ha koukoug ivez.

Teñvaloc'h eo liv ar pared (etre gell ha glas), sklaeroc'h hini ar parezed (etre ruz hag orañjez). Betek 66 cm hed e c'hallont ober.

Plijout a ra dezhi kuzhat dindan ar bezhin hag en toulloù. Debriñ a ra kregin bihan, meskl dreist-holl, a vez malet ganti etre he dent munut.


Gwrac'heta a vez lavaret ivez eus pesketa gwrac'hed, ha tarkineta ivez. Mat e vezont kavet en asied, goude ma klemm lod e vez re a zrein. N'eo ket ali pesketaerien Treger na re Iwerzhon pe Bro-Skos.


  • Mont da besketa ar wrac’h-kozh: koll e amzer.

-E brezhoneg: ur menegoù bennak e levrioù Jules Gros.

-E norvegeg:

-E saozneg:

  • Alan Davidson, North Atlantic Seafood, 1979, ISBN 0-670-51524-8.
  • David Erwin, Bernard Picton, "Guide to Inshore Marine Life" The Marine Conservation Society 1987 ISBN - 907151 345


Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger gwrac'h er
wikeriadur, ar geriadur frank.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.