Taol-arnod gant goell
Setu amañ un taol-arnod gant goell da ober gant bugale evit deskiñ un tamm kimiezh.
Diskouez ez eo ar goell ur boud-bev hag en deus ezhommoù evit kreskiñ mat.
- Eus ar geriadur Brezhoneg 21 e teu ar gerioù teknikel a gavor er pennad-mañ.
An dafar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ur sac'h plastik goullo ha naet hag a c'heller serriñ gant ur bont,
- Un trezer hag a zere outañ,
- Ur sac'hadig goell-toaz naturel,
- Ur werennad hanter a zour, tommet e-tro 30 °C,
- Ul loaiad vihan a sukr.
Dibunadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]1. Implijit an trezer da lakaat ar goell er sac'h plastik. |
2. Meskit ar sukr hag an dour. Lakait an dour sukret er sac'h. Skarzhit an aer diouzh ar sac'h a-raok e serriñ mat. |
3. Lakait ar sac'had en ul lec'h klouar, e-tro 25 °C. Gortozit un tamm... Lakait un direnn war elum. |
4. Digorit ar sac'h c'hwezet. Tostait flammenn an direnn ouzh an digor. |
Ar sac'h gant dour sukret ha goell ennañ. | Ur gaz nevez a c'hwez ar sac'h. | Flammenn un direnn a implij oksigen. | Mervel a ra ar flammenn ! |
Goude un nebeud munutennoù e vo gwelet spoum melen o sevel war gorre an disolvadenn. Un dra bennak zo o c'hoarvezout !
Un hanter-eurvezh war-lec'h (pe Vuioc'h) e weler eo c'hwezet ar sac'h, ar pezh a dalvez ez eus bet dilaosket ur gaz e-barzh. Pe c'haz eo avat ?
An aer a analomp 'zo dre-vras 78 % a azot (diazot e gwirionez, N2) hag 21 % ag oksigen (dioksigen, O2) ennañ. Evit ma tevfe ur flammenn ez eo ret e vefe oksigen tro-dro dezhi. Hag oksigen zo er sac'h bremañ ?
Ur wech tremenet amzer evit ma vefe leun a-walc'h ar sac'h gant ar gaz nevez-produet, digorit ar sac'h ha tostait flammenn un direnn ouzh e zigoradur : en ur bouezañ goustadik-tre war ar sac'h e welot ar flammenn o vervel. Se a dalvez n'eo ket oksigen ar gaz a zo er sac'h.
Dioksidenn garbon (CO2) eo ar gaz-se e gwirionez, ar gaz end-eeun a vez ec'hanalet gant Mab-den.
Displegadennoù ar 'goadur alkoolek'
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goell a zo mikro-organegoù unkelligek (meur a spesad a vez kavet koulskoude) hag a zo lod eus riezad ar Fungi ; etre 6 ha 50 μm (pe mikrometr, 10-6 metr) eo o ment. Kreskiñ a reont dre en em rannañ pe dre vroñsañ, ha se hervez ar spesad goell implijet. Goell o devez ezhomm eus sukr evit kreskiñ. Skarzhet e oa bet an aer e penn-kentañ an taol-arnod, da lavaret eo e c'hall goell bevañ hep oksigen : an taol-arnod-mañ a zo bet graet en ur mod "anaerobiotek" pe "anaerat", da lavarout eo hep aer.
Ar goell en deus treuzfurmet ar sukr (sakaroz amañ) en alkool (etanol) hag en energiezh a servij dezhañ da greskiñ dre en em rannañ pe dre vroñsañ), ha dilaosket en deus ur gaz, an dioksidenn garbon (CO2). Ar goell en deus ezhomm eus ur gwrezverk resis a-walc'h evit kreskiñ : 25 °C a zo mat ; adalek 30 °C e varvo ar goell ! Dindan 20 °C e yelo an argezh war zigresk.
"Goadur alkoolek" a vez graet eus an argezh-se rak c'hoarvezout a ra pa n'eus ket aer, hag alkool a zo produet. Implijet e vez an argerzh-mañ evit fardañ boeson da skouer.
Estreget ar goell a c'hell kemer perzh er goadur alkoolek : bakteri ha loued en o zouez.
Implijout goell evit fardañ bara ha boeson : an argerzh dre vras
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goell a vez implijet evit lakaat an toaz bara e go : e-pad ma vez poazhet an toaz bara, goell ennañ, er forn, an dioksidenn garbon produet (CO2) gant ar goadur az a war c'hwezhaat abalamour d'an tommder, met chom a ra bac'het ar CO2 en toaz bara abalamour d'ar rouedad proteek (gluten) krouet e-pad meradur an toaz gant an dornioù pe gant mekanikoù ; an toaz bara a-bezh a c'hwezh, hag ur wech echu gant ar poazhañ, kevioù hag a glogorenn ar minvig a weler mat. Eus un tu ez a an etanol en aezhenn e-pad ar poazhañ ; eus un tu all ez a kuit ar CO2 tamm-ha-tamm diouzh ar bara goude ar poazhañ.
Goell a vez implijet ivez en ur mod "anaerobiotek" pe "anaerat" evit fardañ boesonoù a bep seurt (gwin, sistr, bier,...)
Hag ar goell kimiek ?
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E gwirionez, ar pezh a anver "goell kimiek" n'eo ket goell tamm ebet. N'eus ket kaoz eus boudoù-bev amañ : ur boultrenn, un drenkenn hag ur bazenn enni, eo ar goell kimiek ; CO2 a vez produet gantañ pa vez lakaet en un disolvadenn pe en un toaz (da skouer toaz ur gouign bennak).
Argerzh aerobiotek pe anaerobiotek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Estreget an argerzh anaerobiotek (pe anaerat) a zo : an hini aerobiotek.
An holl spesadoù goell a c'hell bevañ ha kreskiñ pa'z eus aer ivez. Ne gomzer ket eus "goadur" ar wech-mañ, eus "analadur" e komzer kentoc'h rak oksigen (O2) a vez implijet gant ar goell evit kreskiñ.
Evit gouzout hiroc'h : goadurioù a bep seurt
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goadur alkoolek :
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]s.o rann 'Displegadennoù ar 'goadur alkoolek', a-us.
Goadur laktek :
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]bakteri (goioù laktek) + glusidoù (a c'hell bezañ lakaet e go) => trenkenn laktek + energiezh (ATP)
evit fardañ :
- produioù produet diwar laezh : yaourt, laezh ribot, gwell / laezh goell, fourmaj-laezh
- produioù produet diwar legumaj pe frouezh : kaol-goet, kimchi (Korea), saos soja,
- evajoù : kefir, kombucha,...
- produioù produet diwar kig ha pesk : saosison sec'h, Nuoc-mâm,...
- ...
Implij a reer ar goadur laktek evit mirout seurtoù boued disheñvel-tre an eil diouzh egile er bed a-bezh hag aboe pell zo.
Goadur asetek :
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evit fardañ gwinegr peurgetket