Thalia (Fulenn)
Neuz
(Adkaset eus Talia)
- Ur pennad Thalia zo ivez.
Thalia (henc'hresianeg : Θαλία Thalía) zo unan eus an teir c'hoar anvet ar C'haritezed, pe an Teir Fulenn, anezho doueezed ar gened, an natur, hag ar strujusted. Doueez an imor vat e oa-hi. Hi a gase en-dro ar festoù ha banvezioù a-stroñs.
Evel he c'hoarezed, Aglaia hag Eufrosyne, e oa merc'h d'an doue Zeus ha d'an Okeanidenn Eurynome, pe da Eunomia, unan eus an Eurioù .