Talbenn Aziatek-Meurvor Habask

Eus Wikipedia

Talbenn Aziatek-Meurvor Habask (saozneg: Asiatic-Pacific Theater) a vez graet eus lec'h an holl oberiadurioù-brezel gant nerzhioù lu stadunanat e-kerzh an Eil Brezel-bed en Azia hag er Meurvor Habask etre 1941 ha 1945.

Eus kreiz 1942 betek fin ar brezel e 1945 e oa bet div dachenn stadunanat : ar Pacific Ocean Areas (POA), rannet etre kreiz ar Meurvor Habask, Norzh ar Meurvor Habask ha Su ar Meurvor Habask. E penn an traoù e oa an Amiral Chester W. Nimitz, Penn uhel takadoù ar Meurvor Habask. Ar South West Pacific Area (SWPA) a oa renet gant ar Jeneral troadegiezh Douglas MacArthur, Komandant penn uhelañ Kevredet Gevred ar Meurvor habask. E 1945, Stadoù-Unanet Amerika a oa bet oc'h ouzhpennañ an United States Strategic Air Forces in the Pacific (USSTAF), renet gant ar jeneral Carl A. Spaatz.

Dre ma laboure an holl asambles en un doare kenglotaus etre an United States Army ha Morlu ar Stadoù-Unanet a-fed hent ar brezel, Talbenn ar Meurvor habask ne oa ket renet gant ur penn nemetken evel ma oa bet Dwight D. Eisenhower evit an Talbenn europat. Ne oa ket neuze eus un aozadur o ren pep tra met meur a re rannet etre an SWPA, POA, ha nerzhioù lu all gant takadoù brezel disheñvel, evel Talbenn Sina-Birmania-India.