Tagadenn dibunadeg vilourel Ahwaz
Tagadenn dibunadeg vilourel Ahwaz zo ur gwalldaol a oa bet d'an 22 a viz Gwengolo 2018 en Ahwaz, rn Iran. E-pad un dibunadeg soudarded evit lidañ ar brezel Iran-Irak, pevar sponter gwisket gant dilhad soudard o deus lazhet 25 den. E-touez ar re lazhet e kaver Gwarded ar Reveulzi Islamek met ivez trevourien a oa oc'h arvestiñ an dibunadeg.
Ar gwalldaol gwadusañ e voe en istor ar vro abaoe gwalldaol emlazh Chabahar e 2010.
Ur gemennadenn gant ar Stad Islamek a oa bet embannet met hervez gouarnamant Iran, ar gwalldaol ne oa ket bet graet gant ar strollad-se. Disrannourien arab a vefe a-dreñv hervezo.