Thomas Stearns Eliot

Eus Wikipedia
(Adkaset eus T. S. Eliot)
Eliot (1934)

Thomas Stearns Eliot, pe T. S. Eliot evel ma sine e oberennoù, (26 a viz Gwengolo 1888 - 4 a viz Genver 1965) a oa ur barzh saoznek, ganet e Stadoù Unanet Amerika met bet o vevañ e Bro-Saoz. Ouzhpenn barzhonegoù en deus savet ivez pezhioù-c’hoari ha pennadoù skridvarnerezh.

Ganet e voe Eliot en ur familh tud en o aez e Saint Louis, e Missouri. Studiañ a reas al lennegezh saoznek, ar yezhoù, ar brederouriezh, e skol-veur Harvard da gentañ hag er Sorbonne, e Pariz, da c’houde.

Met e Bro-Saoz en em stalias T. S. Eliot e 1914 hag eno e tremenas e vuhez. Kelenn a reas, e skol-veur Londrez da gentañ hag e skolioù eil derez goude. E Londrez e reas anaoudegezh gant skrivagnerien evel Ezra Pound pe Virginia Woolf. E 1925 e krogas da labourat e ti-embann Faber (Faber and Faber bremañ). Goude ar Brezel-bed Kentañ e reas anaoudegezh gant arzourien all ivez e Pariz, evel James Joyce.

Dont a reas da vezañ anavezet evel barzh e-unan, goude embann e varzhoneg kentañ e 1915 The Love Song of J. Alfred Prufrock, adembannet en e zastumad barzhonegoù kentañ Prufrock and Other Observations (1917). Ur stil modern a oa gantañ hag a blijas kalz. E 1920 e embannas dastumadoù all, Ara Vos Prec ha Poems: 1920.

E 1922 e teuas er-maez The Waste Land, ur varzhoneg a voe sellet outañ evel ur skouer eus barzhoniezh nevez an amzer-se, hag ur skouer eus disouezhenn ar rummad skrivagnerien deuet goude ar brezel.

Treiñ a reas Eliot ouzh an anglikaniezh e 1927. Disklêriañ a reas neuze e oa "classicist in literature, royalist in politics, and anglo-catholic in religion"[1] E oberennoù diwar neuze a voe levezonet gant ar relijion muioc’h : en zouez emañ Ash-Wednesday ("Merc’her al Ludu") ha Four Quartets ("Pevar fevarad").

Pezhioù-c’hoari a savas Eliot, hag a zo pezhioù barzhoniezh ivez, evel Murder in the Cathedral ("Muntr en iliz-veur", 1935), diwar-benn marv Thomas Becket. Disklêriañ a reas Eliot e oa bet levezonet evit ar pezh-c’hoari-se gant skrid Lancelot Andrewes, ur prezeger eus ar XVIIvet kantved. Dibabet e voe Eliot ivez evit kemer perzh er bodad savet d’ober un droidigezh nevez eus ar Bibl e saozneg modern.

E 1948 e resevas ar Priz Nobel evit al Lennegezh. D’ar mare-se ivez e voe kaset e vignon Ezra Pound d’un ospital psikiatrek.

Diwezhatoc’h e savas Eliot ul levr barzhonegoù evit ar vugale, Old Possum's Book of Practical Cats (1939) hag a voe implijet goude gant Andrew Lloyd Webber evit sevel ur gomedienn war gan anvet Cats ("Kizhier").

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. En ur rakskrid gant T.S. Eliot d’al levr For Lancelot Andrewes: essays on style and order (1929)