T-20 Komsomolets
| Iskevrennad eus | traktour kanolierezh |
|---|---|
| Brezel | Eil Brezel-bed |
| Anvet diwar | Komsomol |
| Bro orin | Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel |
| Saver | ZiO-Podolsk |
| Treset gant | NAMI |
| Lakaet er servij | 1937 |
An traktour hobregonet T-20 Komsomolets (rusianeg: Bronirovannyy gusenichnyy tyagach Komsomolets T-20) a oa un traktour hobregonet biskoulet. An T-20 a oa ur c'harbed sachañ diazez eus an Unvaniezh soviedel e-kerzh Brezel ar Goañv hag an Eil Brezel-bed.
An T-20 a oa bet ijinet e 1936 en Uzin Ordzhonikidze niverenn 37 e Moskov. Savet e oant bet etre 1937 ha 1941 en uzin Nnn. 37, met ivez en STZ hag er GAZ.
An traktour a oa bet savet evit sachañ pezhioù kanolierezh skañv evel ar c'hanol enep tankoù 45 mm M1937 hag ar mortez ponner 120mm. An traktour a c'helle sachañ ar c'hanolioù gant un nebeud munisionoù ouzhpenn-se, lakaet e boestoù koad ha war ur fust, gant betek 6 bourzhiad. A-wechoù e oa daou fust, evit dougen muioc'h a vunisionoù.
Implij er stourm
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar C'homsomolets T-20 a oa un traktour evit an dezougen diazez, met un nebeud karbedoù a oa bet implijet memestra en emgannoù e 1941. An traktour a oa implijet da neuze evel tankette.