Je ne veux pas travailler
Neuz
(Adkaset eus Sympathique)
Je ne veux pas travailler, pe Sympathique, zo ur ganaouenn c'hallek savet gant China Forbes, kanerez al laz-seniñ stadunanat Pink Martini, evit ar c'homzoù, ha gant Thomas M. Lauderdale, ar pianoour, evit an ton. Embannet e voe en o albom Sympathique en 1997, kanet gant China Forbes.
Brudet eo bet ar ganaouenn gant ur film bruderezh evit Citroën.
Barzhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Savet eo ar ganaouenn diwar div linenn gentañ ur varzhoneg c'hallek gant ar barzh Guillaume Apollinaire e 1913, hag un nebeud bommoù all.
Sede deroù ar varzhoneg Hotel,
- Ma chambre a la forme d’une cage,
- Le soleil passe son bras par la fenêtre.
- Mais moi qui veux fumer pour faire des mirages,
- J’allume au feu du jour ma cigarette,
- Je ne veux pas travailler — je veux fumer[1],[2].
Kanet eo bet barzhoneg Apollinaire war un ton savet gant Francis Poulenc en un heuliad tonioù anvet Banalités[3]
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Œuvres poétiques, Bibliothèque de la Pléiade, 1965, p. 590
- ↑ http://www.paperblog.fr/5795531/guillaume-apollinaire-hotel-1913/#eLut0KCDRqkKBtKG.99
- ↑ http://www.answers.com/topic/banalit-s-song-cycle-for-voice-piano-fp-107
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kanaouenn Pink Martini: [1]
- Kanaouenn Francis Poulenc: [2]
- http://www.clg-leger.ac-aix-marseille.fr/spip/spip.php?article194
- https://web.archive.org/web/20160304220615/http://www.melodie.talktalk.net/song130_Banalites.htm