Mont d’an endalc’had

Je ne veux pas travailler

Eus Wikipedia

Je ne veux pas travailler, pe Sympathique, zo ur ganaouenn c'hallek savet gant China Forbes, kanerez al laz-seniñ stadunanat Pink Martini, evit ar c'homzoù, ha gant Thomas M. Lauderdale, ar pianoour, evit an ton. Embannet e voe en o albom Sympathique en 1997, kanet gant China Forbes.

Brudet eo bet ar ganaouenn gant ur film bruderezh evit Citroën.

Savet eo ar ganaouenn diwar div linenn gentañ ur varzhoneg c'hallek gant ar barzh Guillaume Apollinaire e 1913, hag un nebeud bommoù all.

Sede deroù ar varzhoneg Hotel,

Ma chambre a la forme d’une cage,
Le soleil passe son bras par la fenêtre.
Mais moi qui veux fumer pour faire des mirages,
J’allume au feu du jour ma cigarette,
Je ne veux pas travailler — je veux fumer[1],[2].

Kanet eo bet barzhoneg Apollinaire war un ton savet gant Francis Poulenc en un heuliad tonioù anvet Banalités[3]

  1. Œuvres poétiques, Bibliothèque de la Pléiade, 1965, p. 590
  2. http://www.paperblog.fr/5795531/guillaume-apollinaire-hotel-1913/#eLut0KCDRqkKBtKG.99
  3. http://www.answers.com/topic/banalit-s-song-cycle-for-voice-piano-fp-107

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]