Sylvie (aktourez)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Sylvie pe Louise Sylvie, bet ganet Louise Pauline Mainguené d'an 3 a viz Genver 1883 e Pariz XIII (Bro-C'hall) hag aet da Anaon d'ar 5 a viz Genver 1970 e Compiègne (Oise, Bro-C'hall), a oa un aktourez (c'hoariva, sinema ha skinwel) c'hall.

Eviti da vezañ troet e meur a film sevenet gant brudetañ filmaozourien hec'h amzer e oa chomet ur gomedianez c'hoariva koulskoude. Ret e voe dezhi gortoz 1965 a-raok na skoje da vat ar brud ouzh he dor pa zeuas e-maez ar film La Vieille Dame indigne gant René Allio : e 1966 e tegasas roll an itron Berthe Bertini dezhi Priz Gwellañ Aktourez deroet gant National Society of Film Critics. Tremen poent e oa hag hi en tu all d'he fevar-ugent vloaz...

Douaret e oa bet e Sant-Gwioñvarc'h (Mor-Bihan), kumun orin he gwaz, Jean Gicquel.

He filmoù er sinema[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

1910-1919 : eizh film[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

1920-1929 : ur film (nav en holl)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

1930-1939 : c'hwec'h film (pemzek en holl)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

1940-1949 : ur film warn-ugent (c'hwec'h ha tregont en holl)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

1950-1959 : daouzek film (eizh ha daou-ugent en holl)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

1960-1969 : c'hwec'h film (pevar ha hanter-kant en holl)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]