Le Corbeau
Le Corbeau ("Ar Vran") a zo ur film gall sevenet e gwenn ha du gant Henri Georges Clouzot, ha deuet er-maez e 1943. Bec'h en devoe ar film e diwezh an Eil Brezel-bed e Bro-C'hall, pa oa tamallet dezhañ, gant tud ar Rezistañs hag ar gomunourien peurgetket, met ivez gant gouarnamant Vichy hag an Iliz katolik[1], reiñ ur skeudenn fall eus ar Frañs, pa veze diskuliet tud a-vern gant lizheroù dizanv d'ar c'houlz-se. Berzet e voe ar film neuze, ha berzet ouzh ar sevener ober e vicher da viken. Er bloaz 1947 e voe aotreet skignañ ar film en-dro, ha roet gwir en-dro d'ar sevener d'ober e vicher. Diwar brud ar film-se eo deuet ar c'hiz e galleg d'ober "corbeau" eus un den hag a gas lizheroù dizanv, diskulius pe kunujennus dre vras.
Penn kentañ an istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pennoù bras ur gêrig faltaziek eus Bro-C'hall, Saint-Robin, a resev lizheroù dizanv tamallus ha divrudus sinet "ar vran". Enno e vez taolet ar bec'h war an doktor Rémi Germain da gentañ-penn, ha war pennoù-bras all ivez. Gwashaat a ra an traoù pa'n em bersekut unan eus an dud prederiet gant an doktor Germain da-heul ul lizher nevez hag a lavare ne bareje ket diouzh e gleñved. Setu an doktor da glask gouzout piv a zo kuzhet a-drek ar "vran"-se...
Roll ar gomedianed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pierre Fresnay : an aotrou doktor Rémy Germain,
- Ginette Leclerc : Denise Saillens,
- Pierre Larquey : an aotrou doktor Michel Vorzet,
- Micheline Francey : Laura Vorzet,
- Héléna Manson : ar glañvdiourez Marie Corbin,
- Noël Roquevert : ar skolaer Saillens,
- Liliane Maigné : Rolande Saillens,
- Antoine Balpétré : an aotrou doktor Delorme,
- Louis Seigner : an aotrou doktor Bertrand,
- Sylvie : mamm an den klañv gant ar c'hrign-bev,
- Bernard Lancret : an eilbarner,
- Jean Brochard : Bonnevie, teñzorour an ospital,
- Pierre Bertin : an aotrou isprefed,
- Robert Clermont : an aotrou de Maquet,
- Gustave Gallet : Fayolle,
- Jeanne Fusier-Gir : ar verserez,
- Marcel Delaitre : an dominigad,
- Roger Blin : François, an den klañv gant ar c'hrign-bev,
- Paul Barge, Lucienne Bogaert, Albert Brouett, Marie-Jacqueline Chantal, Nicole Chollet, Étienne Decroux, Palmyre Levasseur, Albert Malbert, Pâquerette, Palau, Eugène Yvernès.
Fichenn deknikel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Doare : Drama,
- Skoazeller-sevener : Jean Sacha,
- Senario ha divizoù : Henri Georges Clouzot ha Louis Chavance,
- Kevredad produiñ : Continental Films,
- Produourien : René Montis ha Raoul Ploquin,
- Kevredad dasparzhañ : Films Sonores Tobis,
- Rener ar skeudenniñ : Nicolas Hayer,
- Ijinour ar son : William Robert Sivel,
- Aozer ar sonerezh orin : Tony Aubin,
- Kinklourien : André Andrejew hag Hermann Wann,
- Frammerez : Marguerite Beaugé,
- Luc'hskeudenner leurenn : Henri Pecqueux,
- Prantad filmañ : adalek an 10 a viz Mae 1943,
- Lec'h filmañ : Montfort-l'Amaury (Seine-et-Oise d'ar mare-se),
- Deiziadoù dont er-maez :
- 1943 : 28 a viz Gwengolo ( Bro-C'hall),
- 1948 : 23 a viz C'hwevrer (The Raven New York Stadoù-Unanet), 16 a viz Eost (El cuervo Madrid Spagn), 18 a viz Here (Korpen Sveden),
- Padelezh : 92'.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Ur varnadenn eus ar film
- (en) Internet Movie Database
- (en) All Movie
- (en) [2]