Sylvain Tesson
Sylvain Tesson | |
---|---|
Sylvain Tesson e 2011 | |
Ganedigezh | 26 Ebrel 1972 Pariz, Bro-C'hall |
Broadelezh | Gall |
Micher | Douaroniour Skrivagner-beajer |
Oberennoù pennañ | |
Sylvain Tesson zo ur skrivagner-beajer gall, ganet d'ar 26 a viz Ebrel 1972 e Pariz. Daoust ma eo un douaroniour a vicher, en devoa dibabet kantren a-hed ar bed gant doareoù diaes-kenañ a-wezhioù (treuziñ kevandirioù war velo pe war droad) ha sevel karnedoù eus e droioù-kaer. Oberour a zanevelloù beaj ha skridoù-arnod eo bremañ. Eñ zo loread gant meur a briz, e-touez ar re-se emañ priz Goncourt an danevell e 2009, hag ar priz Renaudot e 2019.
Ar skrivagner
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sylvain Tesson a skriv danevelloù ivez. Sinet e vez gantañ kalzik rakskridoù ha displegadennoù filmoù. Kemer a ra perzh e meur a gelaouenn. E notennoù miziek a vez embannet gant ar gelaouenn Grands Reportages. Bann a ra e taolioù-film (?) er Figaro Magazine gant ar luc'hskeudenner Thomas Goisque hag al livour Bertrand de Miollis abaoe 2004, hag e Le Point abaoe 2014. Savet en deus teulfilmoù evit ar chadenn skinwel France 5. Ur c'hroniker lennegel eo evit ar gelaouenn Lire.
E fin ar bloavezhioù 1990 e vuheze un abadenn troet davet tem an dro-gaer war Radio Courtoisie, gant Alexandre Poussin.
Aet e oa priz Goncourt an danevell gantañ e 2009 evit Une vie à coucher dehors, ha priz Médicis an arnodskrid e 2011 evit Dans les forêts de Sibérie.
E 2010 e oa e penn barngor al levrioù evit Toison d'or al levr-tro-gaer, roet er bloaz-se da Élodie Bernard evit Le vol du paon mène à Lhassa. Tesson a gomze eus al levr evel ur « prenestr digor war ar bed ».
E miz Mezheven 2012 e voe degemeret e metoù skrivagnerien ar Verdeadurezh, a-live gant kabiten ur fourgadenn, hag e c'hallas mont war bourc'h batimañtoù ar Molu gall. War bourc'h ar vag Jeanne d'Arc e oa e 2008, ar fourgadenn Ventôse e 2010, al lestr-spluj Améthyste e 2011 hag al lestr-spluj all Le Terrible e 2016. Mont a reas war bourc'h ar Champlain ivez, e-kerzh e dro en Inizi Strewet e miz Here 2017.
En hañv 2017 e voe kinniget dezhañ gant France Inter sevel ur stirad 8 abadenn diwar-benn Homeros, anvet « Un été avec Homère », e-pad ma vo kinniget e lennadur ha dielfennadur eus an Iliad hag an Odyssée. Ul levr e voe embannet goude-se gant an titl heñvel (Un été avec Homère), a droas d'an arnodskrid muiañ-gwerzhet e 2018 — hag ar c'hwec'hvet levr muiañ-gwerzhet en holl rummadoù er bloaz-se —, hervez ar palmares L'Express-RTL-Tite Live. E zanevell La Panthère des neiges a voe ur best-seller ivez e 2019.
Kinniget e voe gant France Inter c'hoazh, e 2020, ober ur stirad 40 abadenn a 4 munutenn, anvet « Un été avec Rimbaud », e lec'h ma oa displeget e sell war buhez an oberour gall mil-vrudet Arthur Rimbaud.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Danavelloù beaj
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1996 : On a roulé sur la terre, gant Alexandre Poussin, Robert Laffont
- 1998 : La Marche dans le ciel : 5 000 km à pied à travers l'Himalaya, gant Alexandre Poussin, e ti Robert Laffont
- 2001 : La Chevauchée des steppes : 3 000 km à cheval à travers l'Asie centrale, gant Priscilla Telmon, e ti Robert Laffont
- 2004 : L'Axe du loup : de la Sibérie à l'Inde sur les pas des évadés du Goulag, e ti Robert Laffont
- 2007 : adembannadur e ti Pocket (ISBN 978-2-2661-5718-6)
- 2011 : Dans les forêts de Sibérie, Éditions Gallimard – Priz Médicis an arnodskrid 2011
- 2015 : Berezina, Éditions Guérin
- 2019 : adembannadur e ti Folio (ISBN 978-2-0728-3690-9)
- 2016 : Sur les chemins noirs, e ti Gallimard
- 2019 : La Panthère des neiges, e ti Gallimard (ISBN 978-2-0728-2232-2)- priz Renaudot
- 2020 : L'Énergie vagabonde, Éditons Bouquins (ISBN 978-2-2212-4812-6)
Albomoù luc'hskeudennel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1998 : Himalaya : visions de marcheurs des cimes, Transboréal
- 2002 : Carnets de steppes : à cheval à travers l'Asie centrale, gant Priscilla Telmon, Glénat
- 2005 : Sous l'étoile de la liberté. Six mille kilomètres à travers l'Eurasie sauvage (luc'hskeudennoù gant Thomas Goisque), Arthaud
- 2007 : L'Or noir des steppes : voyage aux sources de l'énergie (luc'hskeudennoù gant Thomas Goisque), Arthaud
- 2008 : Lac Baïkal : visions de coureurs de taïga (luc'hskeudennoù gant Thomas Goisque), Transboréal
- 2009 : Haute Tension : des chasseurs alpins en Afghanistan (luc'hskeudennoù gant Thomas Goisque ha skeudennoù gant Bertrand de Miollis), Gallimard
- 2012 : Sibérie ma chérie (luc'hskeudennoù gant Thomas Goisque ha skeudennoù gant Bertrand de Miollis), Gallimard
- 2017 : En avant, calme et fou (luc'hskeudennoù gant Thomas Goisque), Albin Michel
- 2018 : Tibet, Minéral animal (luc'hskeudennoù gant Vincent Munier), Éditions Kobalann
- 2020 : Les Arbres de Paris (luc'hskeudennoù gant Melisa Teo), Les Éditions du Pacifique
Arnodskridoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 2000 : Les Métiers de l'aventure et du risque, Hachette • La Seconde Côte d’Adam, en Histoires de montagnes, a-stroll, Sortilèges
- 2002 : Nouvelles de l'Est, Phébus
- 2004 : Chroniques des bords du Rhin, Éditions du Verger • Les Jardins d'Allah, Phébus
- 2005 : Petit traité sur l'immensité du monde, Pocket (ISBN 978-2-2661-6759-8)
- 2009 : Éloge de l'énergie vagabonde, Pocket (ISBN 978-2-2661-7874-7) • Une vie à coucher dehors, Gallimard – priz Goncourt an danevell verr, priz Académie française an danevell verr
- 2010 : Vérification de la porte opposée, Phébus
- 2012 : Géographie de l'instant, Éditions des Équateurs
- 2014 : S'abandonner à vivre, Gallimard
- 2017 : Une très légère oscillation, Éditions des Équateurs
- 2018 : Un été avec Homère, France Inter / Éditions des Équateurs
- 2019 : Notre-Dame de Paris - Ô reine de douleur, Éditions des Équateurs
- 2021 : Un été avec Rimbaud, Éditions des Équateurs (ISBN 978-2-8499-0979-9)