Mont d’an endalc’had

Sybaris

Eus Wikipedia
  • Gwelout Sibari, ar gêr italian a vremañ.
Kêrioù Hellaz Veur
Pezh moneiz eus Sybaris, war-dro 550-510 kent JK.
Lec'hoadur proviñs Cosenza.

Sybaris (Σύβαρις e gregach) pe Sibaris (Sibari en italianeg hiriv) a oa ur gêr eus Magna Graecia, pe Hellaz Veur, en Italia, e kornôg pellañ Pleg-mor Taranto, a zo hiziv e proviñs Cosenza.

En tolead e oa pobl an Enotri, a vleunias o sevenadur en Oadvezh an Houarn, ha goude-se skubet kuit gant trevadennerien deuet eus Ac'haia war-dro 730-720 kent JK a reas o sklaved eus an Enotri hag a savas Sibaris. Di e teue marc'hadourezh eus Anatolia, eus Miletos dreist-holl.

Er VIvet kantved kent JK e oa deuet Sibaris da vezañ ken pinvidik ma veze graet Sibarited eus an dud troet gant ar plijadurezhioù.

Brezel a voe etre Sibaris ha kêrioù amezek unanet, Crotone, Siris ha Metaponto, ha kollet emgann Nika e 510 kent JK. Distrujet e voe kêr goude ar brezel, ha goloet gant doureier ar stêr Crathis (a zo Crati hiriv).

Ur gontadenn c'hallek zo bet savet gant Charles Maurras diwar-benn dismantridigezh kêr Sybaris[1].