Sybaris
- Gwelout Sibari, ar gêr italian a vremañ.
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/c/cc/Magna_Grecia_280aC.jpg/220px-Magna_Grecia_280aC.jpg)
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/4/4a/SNGANS_841.jpg/250px-SNGANS_841.jpg)
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/c/c0/Cosenza_posizione.png/250px-Cosenza_posizione.png)
Sybaris (Σύβαρις e gregach) pe Sibaris (Sibari en italianeg hiriv) a oa ur gêr eus Magna Graecia, pe Hellaz Veur, en Italia, e kornôg pellañ Pleg-mor Taranto, a zo hiziv e proviñs Cosenza.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En tolead e oa pobl an Enotri, a vleunias o sevenadur en Oadvezh an Houarn, ha goude-se skubet kuit gant trevadennerien deuet eus Ac'haia war-dro 730-720 kent JK a reas o sklaved eus an Enotri hag a savas Sibaris. Di e teue marc'hadourezh eus Anatolia, eus Miletos dreist-holl.
Er VIvet kantved kent JK e oa deuet Sibaris da vezañ ken pinvidik ma veze graet Sibarited eus an dud troet gant ar plijadurezhioù.
Brezel a voe etre Sibaris ha kêrioù amezek unanet, Crotone, Siris ha Metaponto, ha kollet emgann Nika e 510 kent JK. Distrujet e voe kêr goude ar brezel, ha goloet gant doureier ar stêr Crathis (a zo Crati hiriv).
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur gontadenn c'hallek zo bet savet gant Charles Maurras diwar-benn dismantridigezh kêr Sybaris[1].