Mont d’an endalc’had

Supercar

Eus Wikipedia
Supercar
スーパーカー
Bro orin Prefeti Aomori, Banniel Japan Japan
Doare(où) Rock
Bloavezhioù oberiant 1995-2005
Label(ioù) Ki/oon Records
(1997-2005)
Lec'hienn ofisiel Lec'hienn ofisiel
Izili bet er strollad Kōji Nakamura
Miki Furukawa
Junji Ishiwatari
Kōdai Tazawa

Supercar (japaneg スーパーカー, Sūpākā) a oa ur strollad sonerien eus Japan a rae sonerezh rock. Ennañ e oa Kōji Nakamura (中村弘二 Nakamura Kōji), ar gitarour Junji Ishiwatari (いしわたり淳治 Ishiwatari Junji), ar sonerez gitar boud Miki Furukawa (フルカワミキ Furukawa Miki) hag an tabouliner Kōdai Tazawa (田沢公大 Tazawa Kōdai). Gant Supercar e veze mesket rock indie ha sonerezh elektronek. Brudet e teujont da vezañ e diavaez Japan pa voe implijet o sonerezh er film japanat Ping Pong hag er stirad fiñvtresadennoù Eureka Seven.

Dont a ra ar strollad eus Prefeti Aomori ha savet e vo e 1995 gant ar sonerez gitar boud Miki Furukawa hag a lakaas embann ur gemennadenn en ur magazin o lavarout e oa o klask war-lerc'h sonerien. Junji Ishiwatari a respontas hag e teuas gantañ e vignon a-gozh Kōji Nakamura. Goude-se e voe degemeret an tabouliner Kōdai Tazawa. Goude bezañ savet kanaouennoù hag enrollet demoioù e tajont ur gevrat enrollañ. E 1997 e teuas er-maez o fladenn gentañ titlet Three Out Change, hag an eil hini (Jump Up) a zeuas er-maez e 1999. Er memes bloavezh e lakjont embann Ooyeah ha Ookeah. E 2000 e teuas er-maez Futurama, ma'z implijont muioc'h a sonerezh elektronek evit n(o doa graet betek-henn. E 2002 e kendalc'hjont gant o meskaj sonerezh elektronek ha rock gant Highvision. Er bladenn single Strobolights n'eus tamm gitar ebet. O fladenn ziwezhañ, Answer he zitl, a voe embannet e 2004. Marteze eo ar bladenn ma kaver ar muiañ a sonerezh-arnodiñ, enni ur meskaj etre sonerezh rock hag elektronika.

E 2005 e voe implijet o c'hanaouenn "Storywriter" er stirad fiñvtresadennoù Eureka Seven. Goude ur sonadeg diwezhañ e 2005 e voe divodet ar strollad. Enrollet e voe ar sonadeg hag embannet en DVD titlet Last Live.

Pladennoù single

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Cream Soda (21 a viz Gwengolo 1997)
  • Planet (1añ a viz Kerzu 1997)
  • Lucky (1añ a viz Meurzh 1998)
  • Drive (21 a viz Mae 1998)
  • Sunday People (21 a viz Gwengolo 1998)
  • My Girl (3 a viz C'hwevrer 1999)
  • Love Forever (21 a viz Mae 1999)
  • Fairway (2 a viz C'hwevrer 2000)
  • White Surf Style 5 (12 a viz Here 2000)
  • Strobolights (23 a viz Mae 2001)
  • Yumegiwa Last Boy (21 a viz Du 2001)
  • Aoharu Youth (6 a viz C'hwevrer 2002)
  • Recreation (14 a viz C'hwevrer 2003)
  • BGM (19 a viz Du 2003)
  • Last Scene (28 a viz Genver 2004)
  • Wonder Word EP (28 a viz Ebrel 2004)

Pladennoù bras

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pladennoù studio
  • Three Out Change (1añ a viz Ebrel 1998)
  • Jump Up (10 a viz C'hwevrer 1999)
  • Futurama (22 a viz Du 2000)
  • Highvision (24 a viz Ebrel 2002)
  • Answer (25 a viz C'hwevrer 2004)
Raktresoù
  • Ooyeah (21 a viz Eost 1999)
  • Ookeah (21 a viz Eost 1999)
Dastumadoù
  • 16/50 1997~1999 (14 a viz C'hwevrer 2003)
  • A (24 a viz Meurzh 2005)
  • B (24 a viz Meurzh 2005)
  • High Booster + U.N. VJ Works (19 a viz Du 2002)
  • P.V.D. (20 a viz Du 2002)
  • P.V.D. 2 (20 a viz Du 2002)
  • Last Live Kanzen-ban (LAST LIVE 完全版 Last Live: Complete Edition) (29 a viz Even 2005)
  • P.V.D. Complete 10th Anniversary Edition (4 a viz Ebrel 2007)

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]