Sun King (kanaouenn)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Sun King zo titl ur ganaouenn gant ar strollad sonerien saoz The Beatles. 2:26 he fadelezh e teu da zekvet e-barzh an albom Abbey Road, war-lerc'h You Never Give Me Your Money hag a-raok Mean Mr. Mustard.

Enrollet e oa bet d'ar 24, 25 ha d'an 29 a viz Gouere 1969 e studioioù Abbey Road e Londrez. Deuet e oa an albom er-maez d'ar 26 a viz Gwengolo.

Istor ar ganaouenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Los Paranoias ar c'hentañ anv anezhi e oa bet savet ar ganaouenn-mañ gant John Lennon diwar un hunvre en dije graet ma wele Loeiz XIV (Bro-C'hall) (ar Roue Heol e lesanv) o tegouezhout en e balez e-touez tud evurus-kenañ o c'hoarzhin. Hervez George Harrison, ton Sun King a oa bet awenet gant hini Albatross, ur ganaouenn gant Fleetwood Mac deuet er-maez e miz Du 1968 : e penn-kentañ 1969 en devoa graet berzh en abeg da zoare-seniñ Peter Grenn, gitarour ar strollad saoz-stadunanat-mañ.

Echuiñ a ra Sun King gant un heuliad dister gerioù italianek, portugalek ha spagnolek, ar seurt a zesk an douristed. Chicka ferdy a vije un droienn a raje ganti bugaligoù eus Liverpool.

O kaozeal eus ar ganaouenn e 1980 en devoa lavaret Lennon e oa perzh eus ar re a oa mat da deuler el lastez.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]