Sullogismos

Eus Wikipedia

Ur sullogismos pe tribarr[1] zo ur boellatadenn diazezet war ziv ginnigadenn a gas d'ur gentel, a zo bet geriet gant Aristoteles da gentañ.

Skouer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Setu ur sullogismos brudet :

  • An holl dud zo marvel. Hogen, an Hellened zo tud. Neuze eo marvel an Hellened.

An div ginnigadenn lakaet da wir a zo diazez ar gentel a rank bout gwir pa'z eo diazezet war ar wirionez.

Pledet ez eus bet gant ar sullogismoi gant Gottfried Leibniz hag Immanuel Kant.

Fent[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur sullogismos zo un doare da boellata implijet ivez er skiantoù hag er matematik, ha d'ober fent.

Da skouer :

  • Hervez ar Gristenien, Doue zo karantez. Hogen, gant ar garantez e teuer da vout dall. Diwar-se, Doue a lak da vout dall.

Evel-just, ar seurt sillojism-mañ nad eo na reizh e-keñver ar furm na gwir e-keñver ar materi a vez graet un dromplezon anezhañ (fallâcia e latin). Implijed e vez kalz ar fals sillojismoù gant tud dizonest evit klask "dallañ" ar re all o deus fiziañs enno.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Lavar 09, p. 82, ha Geriadur Ménard, p. 1290.