Kaozeal:Sullogismos
Neuz
Kaoz degaset eus ur pennad all
Rakvarr, prémices, prémisse
[kemmañ ar vammenn]Unan bennak amañ a vesk
- prémices (rakfrouezh, pe frouezh kentañ ar parkeier pe ar spered, pe ragefed)
- ha prémisse (elfennoù un arguzenn anvet "syllogysme" ), am eus aon.
Ar ger rakvarr a seblant mil bell diouzh an eil (ar frouezh) hag egile ( ar "syllogisme"): Michelangelo ne oa na fouezh na trederenn ur "syllogysme" ! Bianchi-Bihan (kaozeal) 16 Mae 2014 da 08:12 (UTC)
Barr ha tribarr
[kemmañ ar vammenn]- Kemeromp ar ger syllogisme adarre, a zo tribarr gant Edgar, diwar geriadur MM (marteze diwar ur pennad bennak gant Edgar tu bennak, dindan un anv all). Un dra zo sur: labour Michelangelo Buonarroti n'eo ket un tribarr, nag UR barr eus an tri... Barr an arz e c'hall bezañ, met un ali personel e vefe ha n'emañ ket e lec'h er wikipedia.
- perak tribarr, ha n'eo ket pevarbarr? Seblantout a ra bezañ evel unan eus treid an trebez. Me gred (ra vin dislaret ma fazian) eo abalamour d'an tri foent, pe teir arguzenn zo en ur syllogisme (prouvidigezh, e geriadur FF) .
- kemeromp goude ar ger rakvarr, a vefe, eme Edgar, rak + barr. Goulenn : petra eo ar barroù-se e-barzh an tribarr? Hag ar rakvarr eo ar pevare anezho? Bianchi-Bihan (kaozeal) 16 Mae 2014 da 13:41 (UTC)