Sturmtiger

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ur Sturmtiger tapet gant al lu stadunanat d'ar 14 a viz Ebrel 1945

Sturmtiger ("Tigr argadiñ") a oa ur mortar 380mm ouzhpennet da diaz an tank Tiger I e-pad an Eil Brezel-bed. An anv alamanek ofisiel a oa Sturmmörserwagen 606/4 mit 38 cm RW 61. An oberiantiz diazez a oa bet fiziet er c'harbed hobregonet ponner-se a oa degas un harp tan kreñv d'an droadegiezh dreist-holl e-pad an emgannoù e kêr. An nebeud tankoù a voe savet a stourmas e-pad emsavadeg Varsovia, emgann an Ardennes hag emgann Reichswald. Un toullad anvioù disheñvel a oa bet roet d'an tank-se evel Sturmpanzer VI pe Tiger-Mörser met e-touezh an holl re-se an hini Sturmtiger a zo chomet an hini brudetañ.

19 anezho nemetken a voe produet, 18 karbed stourm hag unan diechu. Ne oa ket gwall resis tennoù an tank pa oa rediet da dizhout ur pal met nerzh an obuzennoù a sikoure da zistrujañ an enebourien.

ur sell war mekanikerezh tennañ ar Sturmtiger.