Strollad Frankiz ha Justis
Ar strollad Frankiz ha Justis pe Strollad evit ar Frankiz hag ar Justis (arabeg : حزب الحرية والعدالة, Ḥizb al-ḥurriya wa al-’adala) a zo ur strollad politikel egiptian krouet er bloavezh 2011 hag aet da get e 2014.
Bet e oa gwriziennet hag awenet gant an aozadur relijiel Breudeureiezh muzulman.
Krouidigezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E-pad ren Hosni Moubarak e oa difennet an aozadur relijiel Breudeureiezh muzulman met an tu a oa dezho da vevañ war an dachenn publik. D'an 30 a viz Ebrel 2011 ez eo krouet ar strollad Frankiz ha Justis, en e benn Mohamed Morsi[1]
Hent politikel ar strollad nevez a zo hini ar Breudeureiezh muzulman met dammguzh eo an traoù setu perak n'eus ket awen muzulman ebet en anv. Al lezenn en Egipt a zo strizh da geñver strolladoù politikel relijiel, difennet groñs int setu perak ez eo ret d'ar Vreuriezh chom sioul gant an tu relijiel e prezegennoù ha kelaouiñ ar strollad evit chom hep bezañ divodet dre lezenn.
Divodañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
An 9 a viz Eost 2014, ar strollad Frankiz ha Justis a zo divodet dre urzh ar justis egiptian[2].
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- (ar) Lec'hienn ofisiel
- (en) Lec'hienn ofisiel