Strollad Bolchevikour (Norzh Kurdistan-Turkia)
Neuz
Izili hag ez-izili
|
Strollad Bolchevik (Norzh Kurdistan-Turkia) (en turkeg: Bolsevik Partisi (Kuzey Kürdistan-Türkiye)) a zo anv ur strollad komunour marksour-leninour maoour bet krouet e Turkia e 1981 dindan an anv "Strollad Komunour Turkia/Marksour-Leninour (Bolchevikour)" da heul un disrann e diabarzh Strollad Komunour Turkia/Marksour-Leninour.
Sevel a ra ar Strollad a-du gant linenn bolitikel Mao Zedong hag ezel eo eus Kuzuliadeg Etrebroadel ar Strolladoù hag Aozadurioù Marksour-Leninour (Kelc'hlizher Etrebroadel) (kemeret perzh er 7vet hag 8vet Kuzuliadegoù).
Embannet e vez gant ar Strollad ar gelaouenn Bolşevik Partizan ("Partizan Bolchevik") ha Bolşevik Devrim ("Dispac'h Bolchevik") e turkeg ha Stêrka Bolşewîk e turkeg ha kurdeg.