Strollad Komunour al Labourerion (Norvegia)

Eus Wikipedia
Arouezenn Strollad Komunour al Labourerion

Strollad Komunour al Labourerion (e norvegeg: Arbeidernes Kommunistparti: AKP) a oa ur strollad komunour marksour-leninour maoour bet krouet e Norvegia e 1973 dindan an anv "Strollad Komunour al Labourerion (Marksour-Leninour)" (Arbeidernes Kommunistparti (marxist-leninistene)) gant izili aet kuit eus Kevread Yaouankizoù Sokialour (Sosialistisk Ungdomsforbund: SUF), bet lañset er penn-kentañ evel kevrenn yaouankizoù Strollad Sokialour ar Bobl (Sosialistisk Folkeparti), met disrannet dioutañ 1969 evit heuliañ ul linenn marksour-leninour, deuet da vezañ "Kevread Yaouankizoù Sokialour (Marksour-Leninour)" (SUF(m-l)).

E-kreiz ar bloavezhioù kentañ e stagas meur a ezel eus ar strollad d'en em broletarekaat, da lâret eo da labourat gant o daouarn keñver-ha-keñver gant ar vicherourion. Da c'houde ec'h erbedas ar Strollad klask labour evel kelennerion/ezed, dreist-holl er skolioù-meur evit kas war-raok e raktres politikel e-touez ar studierion/ezed.

Sevel a ra ar Strollad a-du gant linenn bolitikel Mao Zedong hag ezel eo eus Kuzuliadeg Etrebroadel ar Strolladoù hag Aozadurioù Marksour-Leninour (Kelc'hlizher Etrebroadel) (kemeret perzh er 6vet, 7vet hag 8vet Kuzuliadegoù).

Ne gemeras ket Strollad Komunour al Labourerion perzh er mouezhiadegoù daoust ma savas a-du gant ar Kenemglev Ruz evit an Dilennadegoù (e nynorsk: Raud Valallianse; e bokmål: Rød Valgallianse).

Mont a reas ar Strollad da get pa oa bet krouet d'an 10 a viz Meurzh 2007 en e lec'h ur strollad nevez anvet Ruz (e norvegeg: Raudt/Rødt; samieg: Ruoksat) p'en em gendeuzas Strollad Komunour al Labourerion gant Kenemglev Ruz evit an Dilennadegoù.

Da heul ar gendeuzadenn-se ec'h eas kuit darn eus izili ar Strollad a-gent, dreist-holl diwar kevrenn ar studierion/ezed stag outañ anvet "Bodad Studierion Komunour Norvegia" (Noregs Kommunistiske Studentforbund: NKS), ha gante e oa bet krouet an talbenn hoxhaour, Strollad Koumunor Norvegia (Marksour-Leninour) (KP(m-l)), a-gevret gant Bodad Marksour-Leninour Dispac'h, gantañ da bal klask sevel ur strollad marksour-leninour rik hag unvan.

Embannet e vez gant ar Strollad ar gelaouenn viziek Røde Fane ("Banniel Ruz" (anvet Rødt!, "Ruz!" adal 2004) hag ar gelaouenn bemdeziek "Klassekampen" (Emgann ar Renkadoù), bremañ deuet da vezañ pemdezieg ar strollad "Ruz!", kalz ledanoc'h he linenn bolitikel evit pa oa perc'henn nemetañ warni Strollad Komunour al Labourerion.

Pennoù ar Strollad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Sigurd Allern 1973-1975
  • Pål Steigan 1975-1984
  • Kjersti Ericsson 1984-1988
  • Siri Jensen 1988-1992
  • Solveig Aamdal 1992-1997
  • Jorun Gulbrandsen 1997-2006
  • Ingrid Baltzersen 2006-2007

Liammoù diavaez:[kemmañ | kemmañ ar vammenn]