Straed ar sec'hedien

Eus Wikipedia

Straed ar sec'hedien (ha koñchennoù all) zo un dastumad istorioù fentus gant Yann Guillamot, anezhañ ul levr hag ur bladenn embannet er bloavezh 2017 gant Al Liamm. Kinniget eo evel ul levr farsus e brezhoneg flour Bro-Vigoudenn[1]. Skeudennet eo bet al levr gant Erwan Corlouer.

Krouidigezh al levr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dre atiz Gwen Huon e oa bet bountet Yann Guillamot da skrivañ lod eus e istorioù. Savet e oa a-du met ma vije embannet ur bladenn gant al levr[2]. Ar pezh a voe graet.

Enrollet eo bet ar bladenn e Radio Kerne gant sikour ar skipailh kazetennerien.

Taolenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

14 istor a ya d'ober an oberenn Straed ar sec'hedien

  1. Ur velo nevez flimm-flamm war he c'hentañ lamm
  2. Nozvezh ar Pellgent
  3. Da belec'h eo aet hoc'h an Aotrou Person
  4. Un Amerikan e Bro ar Vigounned
  5. Ha bremañ e komprenan gwelloc'h
  6. Nukleer fri-ma-revr!
  7. Tad ha misioner
  8. Straer ar sec'hedien
  9. An Trañsbigouden
  10. Un daouad a bersoned
  11. An Atrou Pôl ha froudennoù e Eskob
  12. Ar c'hreunenn. Ha n'eo ket un hadenn!
  13. Ha distagellet oc'h ma niz?
  14. Ar fobal

Arroudenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

"Ar park a oa ur pezh park, plaen hag e-barzh pep penn aze e oa ur c’hached bihan gant grilhaj… dres e-giz pardon Treminou evit lakaat loened gouez.
– An dra-se zo vit ar « Goal » !
– Petra ! De Gaulle ! Me sonje din lâr hennezh ne deue ket mui e-kreiz an dud anezhañ !''"

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Straed ar sec'hedien ha koñchennoù all, gant Yann Guillamot, embannadur Al Liamm, 92 pajenn, 2017 (ISBN 978-2-7368-0121-2)

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]