Stignadur (yezhoniezh)
Er yezhoniezh e vez implijet an termen stignadur (saoz.: tenseness) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur perzh implijet evit enebiañ sonennoù vogalennek dreist-holl hag ivez a-wezhoù kensonnel e meur a yezhoù, en o zouez ar vietnameg, da skouer:
- ă hag â: vogalennoù laosk
- a and ơ: vogalennoù stign
Vogalennoù stign ha laosk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dre vras e vez serroc'h ar vogalennoù stign evit ar vogalennoù laosk ha bez' e c'hell bezañ kreisoc'h ar vogalennoù laosk.
Gwezhall e kredjod e veze produet ar vogalennoù stign dre stignañ muioc'h kigennoù kerden ar vouezh met n'eo ket bet diskwelet dre arnod ar vartezeadenn-se.
E meur a yezh c'hermanek, en o zouez ar saozneg unvan Bro-Saoz, an alamaneg unvan hag an izelvroeg, e vez distaget hiroc'h ar vogalennoù stign evit ar vogalennoù laosk ha kavet e vez vogalennoù laosk e silabennoù serr peurliesañ, da skouer e saozneg:
- beat ([bi:t]; "lusk"): stign
- bit [bɪt]; "tamm"): laosk (e.g. bit)
E yezhoù germanek all avat, en o zouez ar skoteg hag an islandeg ne glot ket an hirder gant ar stignadur.
Kensonennoù stign ha laosk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
(Gwelit ar pennad pennañ: "Fortis ha lenis")
A-wezhoù eo bet implijet an termen "stignadur" evit deskrivañ parioù c'hensonennoù dre serriñ enebiet ez-fonemek an eil re ouzh ar re all e koreaneg:
E rannyezhoù gouezeleg Skos hag iwerzhoneg 'zo e kaver ur rummad kensonennoù deskrivet a-wezhoù evel kensonennoù laosk ([l, lj, n, nj]) enebiet ouzh ur rummad kensonennoù stign ([ɫˑ, ʎˑ, nˠˑ, ɲˑ]) daoust ha ma n'eo ket gwall sklaer petra a dalvez an termenoù "stign" ha "laosk" war al live fizikel en degouezh-mañ.
Gwelet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |