Stephen Vizinczey
Neuz
Stephen Vizinczey
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Kanada, Hungaria |
| Anv-bihan | Stephen, István |
| Deiziad ganedigezh | 12 Mae 1933 |
| Lec'h ganedigezh | Káloz |
| Deiziad ar marv | 18 Eos 2021 |
| Lec'h ar marv | Londrez |
| Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
| Micher | skrivagner, skridvarnour |
| Tachenn labour | Hungarian literature, creative and professional writing |

Stephen Vizinczey, pe Istvan Vizinczey, zo ur skrivagner kanadian saoznek a orin hungarat. Skrivet en deus meur a romant, kelennet al lennegezh, ha labouret evit ar skingomz. In Praise of Older Women eo e levr brudetañ.
Ganet e oa d'an 12 a viz Mae 1933 e Kaloz (Hungaria). Pa oa 2 vloaz e voe lazhet e dad gant an nazied ha savet e voe gant e vamm.
Kemer perzh a reas en emsavadeg Budapest e 1956, ha rankout a reas tec'hel goude trec'h ar Rused. Mont a eure da chom neuze da Ganada.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- In Praise of Older Women (1965)
- An Innocent Millionaire
- The rules of Chaos
- Truth and lies in Literature
- The man with the magic touch
- If Only
- 3 Wishes