Mont d’an endalc’had

STEN (pistolenn-vindrailher)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Sten)
Pistolenn-vindrailher STEN
Skeudenn ar pennad STEN (Pistolenn-vindrailher)

Ur bistolenn-vindrailher Sten Mk II.
Kinnig
Bro Banniel ar Rouantelezh-Veur Rouantelezh-Unanet
Mont en-dro Pistolenn-vindrailher aotomatek
Munisionoù 9 x 19 mm Parabellum
Produerien RSAF Enfield, BSA, ROF Fazakerley, ROF Maltby, ROF Theale, Lines Brothers Ltd, Long Branch Arsenal (Kanada), ha skouerennoù savet gant strolladoù rezistañs o-unan en Europa
Mare implij 1941–bloavezhioù 1960 (Rouantelezh-Unanet)
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 3,200 kg
Hirder 762 mm
Hirder ar c'hanol 196 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek 100 m
Tizh mont e-maez ar boledoù 365 m/s
Endalc'h 32 gartouchenn
Adstummoù Mark I (100.000 skouerenn), Mark II (2.000.000 skouerenn), Mark III (876.886 skouerenn), Mark V, adstummoù gant reduerioù son (Mark II(S), Mark VI), adstummoù arnodiñ (Mark V en o zouez), adstummoù produet gant broioù all goude an Eil Brezel-bed

Ar STEN zo ur bistolenn-vindrailher saoz kambret e 9 mm Parabellum hag implijet e-leizh gant armeoù Breizh-Veur hag ar C'hommonwealth e-pad an Eil Brezel-bed ha Brezel Korea. Un arm simpl ha marc'hadmat e oa, azasaet ouzh ezhommoù meur ur brezel-bed. Ouzhpenn d'an armeoù e voe roet ar Sten da strolladoù rezistañs en Europa a-bezh.

STEN zo un akronim : ST evit anvioù-familh ijinerien an arm, ar major Reginald V. Shepherd hag Harold J. Turpin, hag EN evit uzin-armoù RSAF Enfield.

  • Sten MK I war al lec'hienn Historical Firearms (lennet d'an 31/01/2024) (saozneg)
  • HENROTIN Gérard, The English Sten Submachine Gun Explained, HL Publishing, 2008
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan