Mont d’an endalc’had

Stateira (pried Darius III)

Eus Wikipedia
Tiegezh Darius III dirak Alesant Veur, livet gant Paolo Veronese.
Marv Stateira (1696).

Stateira, pe Stateira Iañ , marvet war-dro 332 kent JK, a oa pried da roue Pers, Darius III , ha marteze e oa c'hoar pe hanterc'hoar dezhañ, evel a sil Justin[1]. Brudet e oa da vezañ kaerañ maouez a oa war an douar.
Div verc'h o doe ar roue hag ar rouanez: Stateira (anvet evel he mamm) ha Drypteis. Mont a rae ar rouanez, hervez giz rouanezed he bro, da-heul he fried pan ae da vrezeliñ . Setu perak e voe prizoniet gant Alesant Veur, roue Makedonia, goude emgann Issus e 333 kent JK.

Tec'hel kuit a reas Darius ha leuskel e diegezh e kêr Issus, e vamm Sisygambis, e wreg Stateira, hag o merc'hed. A-hervez e voe graet brav dezho gant Alesant a roas tu dezho da zerc'hel o renk roueel.

E 332, pe seik, e varvas Stateira ha n'ouzer ket perak.
Er gwentloù, hervez Ploutarc'hos ha Justin,[2]. Lavaret ez eus bet e oa Alesant an hini e oa an tad, ha n'eo ket Darius. Mamm Darius a lavare ma mab nemetañ eus Alesant, goude bout dilezet gant Darius ha prizoniet gant roue Makedonia: da neuze e ranker krediñ e reas war o zro hag e kemeras lec'h ar roue e-kichen ar rouanez Stateira, evel en doa gwir d'ober.
Koulskoude e varvas marteze eus ur c'hleñved ha netra ken[3].
Hervez Ploutarc'hos ne oa bet gwelet Stateira gant Alesant nemet ur wech: ne felle ket d'ar roue bezañ temptet gant he c'hened[4], hag a-du gantañ eo Quintus Curtius Rufus ha Justin, pa skrivont n'en dije Alesant gwelet anezhi nemet ur wech, pa voe prizoniet tiegezh ar roue, ha netra ken[5].
N'eo ket asur eta e oa marvet er gwentloù.

Eizh vloaz goude, e 324, e timezas he div verc'h en Euredoù Susa : Stateira II da Alesant Veur, goude ma oa dimezet da Roxana dija, hag he merc'h all Drypteis d'un ofiser eus e arme. Drypteis an hini a vije bet mamm da Pharnabaze Iañ, roue Karthlie.

Bloaz goude, e 323, e varvas Alesant ha douget e voe kañv dezhañ gant an div c'hoar, ha kement-se a c'hallfe diskouez ouzhpenn darempredoù diplomatek etreze.
Roxana avat, a oa pried kentañ ar roue, a lazhas an div c'hoar, en sell da lakaat he mab da ren, hag en em lazhañ a reas o mamm-gozh neuze.

  1. Patrom:JusHis, 11, 9.
  2. Patrom:PluVie, Alexandre, 30, 1 ; Justin, 11, 12.
  3. Quintus Curtius Rufus, Histoire d'Alexandre, 4, 10, 18-19.
  4. Ploutarc'hos, Buhez Alesant, 22, 3 ; Diwar-benn ar vertuzioù buhzegezhel, 6, 522a.
  5. Quintus Curtius Rufus, 4, 10, 24 ; Justin, ibid.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]