Stars
Stars | |
![]() | |
Torquil Campbell hag Amy Millan, Stockholm 2005
| |
Bro Orin | Toronto, ![]() |
---|---|
Doare(où) | Indie pop Indie rock |
Bloavezhioù oberiant | 2000–bremañ |
Label(ioù) | Soft Revolution Records Arts & Crafts Le Grand Magistery Paper Bag |
Lec'hienn ofisiel | www.youarestars.com |
Izili | Torquil Campbell Amy Millan Evan Cranley Chris Seligman Pat McGee |
Endro | Broken Social Scene Memphis |
kemmañ ![]() |
Stars a zo ur strollad sonerien eus Kanada. Sonerezh indie pop eo a vez graet ganto. Krouet eo bet e Toronto gant ar c'haner Torquil Campbell hag ar soner kenaozerien Chris Seligman. Bet eo ar strollad o chom e New York a-raok distreiñ da Vontreal.
Taolenn
Musical career[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Holl izili Stars a son e Broken Social Scene ivez, hag ar memes ti-embann pladennoù o deus (Arts & Crafts). Campbell a zo aktor ivez ha gwelet eo bet e Sex and the City ha Law & Order. Amy Millan he deus lakaet embann div bladenn hec'h-unan : Honey from the Tombs (2006) ha Masters of the Burial (2009).
E lec'hienn ar strollad e lenner e ouezent e oa bet eus ur strollad breizhveuriat anvet Stars savet Syd Barrett.[1] E-touez ar re o deus levezonet anezho e venegont Berlioz, Outkast, Syd Barrett, Paddy McAloon, New Order, The Smiths, Brian Wilson, Momus ha Broken Social Scene. Stars o deus sonet en-dro tonioù evel "This Charming Man" (The Smiths) (pladenn Nightsongs, 2001) ha "Fairytale of New York" (The Pogues) e 2005. In Our Bedroom After the War a voe embannet war internet d'an 10 a aviz Gouere 2007.[2]
D'ar 1añ a viz Gwengolo 2008 e voe embannet ar bladenn EP Sad Robots a voe lakaet e gwerzh en o lec'hienn nemetken ha pa raent sonadegoù.
D'an 20 a viz Here 2008 e sonjont e penn-kentañ sonadeg Coldplay e Ottawa, Ontario (troiad Viva la Vida Tour).
An ton "Celebration Guns" a zo ivez titl ur rann eus ar stirad skinwel ZOS: Zone of Separation ha roet eo bet evit netra da skoazellañ Moms Against Climate Change.[3]
Stars a sonas en-dro "Asleep" (The Smiths) evit ar bladenn "Sing Me To Sleep - Indie Lullabies" embannet gant American Laundromat Records. Embannet e voe ar bladenn d'an 18 a viz Mae 2010.
D'an 9 a viz Meurzh 2010 ec'h embannas Pitchfork Media e vefe embannet pempvet pladenn studio ar strollad, The Five Ghosts he zitl, d'an 22 a viz Even 2010. E Kanada e voe embannet gant o zi-embann anvet Soft Revolution, ha skignet er peurrest eus ar bed gant Vagrant Records.[4]
Doare sonerezh ha levezon[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Lavaret e vez ez eo sonerezh Stars " indie pop brav hag helavar"[5], ennañ binviañ pinvidik ha produiñ ha meskañ skañv, komzoù-danevell ha kan dous hag arlivet. Kemmet eo bet sonerezh ar strollad, eus sonerezh elektronek-pop evel er bladenn Nightsongs (Le Grand Magistery) da sonerezh kentoc'h en teir fladenn vras da-heul, diwar levezon ar sonerien : ar c'haner-gitarour Amy Millan hag ar soner gitar-boud Evan Cranley e Heart (Paper Bag Records), hag ivez an tabouliner Pat McGee e Set Yourself on Fire. Tonioù Stars a c'haller klevout er stirad skinwel The O.C.
Oberenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- A Lot of Little Lies for the Sake of One Big Truth (EP) (2001)
- Nightsongs (2001)
- The Comeback (EP) (2001)
- Dead Child Stars (EP) (2003)
- Heart (2003)
- Set Yourself on Fire (2004)
- Do You Trust Your Friends? (pladenn remix) (2007)
- In Our Bedroom after the War (2007)
- Sad Robots (EP) (2008)
- Fairytale of New York (Cover) (2009)
- The Séance (EP) (2010)
- The Five Ghosts (22 a viz Even 2010)
Prizioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Priz Juno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Div wech eo bet anvet Stars evit Priz Juno.[6][7] E 2004 gant Heart hag e 2005 gant Set Yourself on Fire.
Priz sonerezh Polaris[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E 2008 eo bet anvet Stars evit Priz sonerezh Polaris gant ar bladenn In Our Bedroom After the War .[8]
Er skinwel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Beautiful Noise
- Live! At the Rehearsal Hall
- Late Night with Conan O'Brien[9]
- Late Night With Jimmy Fallon
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Lec'hienn gozh
- ↑ Stars Battle Leaks by Releasing Digital Bedroom Today!
- ↑ "Celebration Guns"
- ↑ http://pitchfork.com/news/38131-stars-return-with-new-album/ Stars Return With New Album, Pitchfork Media
- ↑ http://www.indy.com/posts/stars-set-to-play-the-vogue-in-march
- ↑ http://www.ctv.ca/mini_v2/junos2004/static/the_show.html The Show, CTV
- ↑ Lavigne leads Juno honour roll, Toronto Star, 08/02/2005
- ↑ http://www.ctv.ca/servlet/ArticleNews/story/CTVNews/20080707/polaris_prize_080707/20080707?hub=Entertainment%7CWeakerthans, Edwards, Stars among Polaris finalists, CTV
- ↑ myspace.com/stars Official Myspace Page