Stanisław Lem

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Stanislas Lem)
Stanisław Lem, Kraków (Polonia), 30.10.2005

Stanisław Herman Lem a oa bet ganet d’an 12 a viz Gwengolo 1921 e Lwów/Lviv (a oa neuze e Polonia), a zo marvet d’ar 27 a viz Meurzh 2006 e Kraków/Krakovia, a zo ur skrivagner skiant-faltazi. Leuskel a ra war e lerc’h un oberenn souezhus, troet e 40 yezh bennak, meret enni meur a zanvez skiantel, ha savet gant ur weledigezh flemmus eus emzalc’h Mab-Den, ha pa dennfe hennezh a-wechoù muioc’h d’ur robot pe d’ur mekanik da gannañ eget d’ul loen daoudroadek.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab e oa d’ur medisin « fri ha divskouarn », ha stag e oa gant e studi war ar medisinerezh e Skol-Veur Lwów pa darzhas an Eil Brezel Bed. Labourat a reas neuze evel mekanikour-souder a-raok kemer perzh er resistañs a-enep d'an alamanted. Adstagañ a raio gant e studioù medisinerezh e 1946 e skol-veur Jagellonne e Krakovia. Resevout a reas e ziplom eus skol liesteknik Wrocław e 1981. Diplomoù en doa ivez gant skolioù-veur Opole, Lviv ha Jagellone.

Pezh a blij kalz da Stanislas Lem eo skrivañ war an droukgkompren etre mab den hag ar sevenadurioù treoablour, ha war dazont teknologel mab-den. Gantañ e vez klasket gouzout petra a vefe ar gevredidezh ar gwellañ hag a dennfe d'an utopia. Klas a rae lakaat war-wel mont en-dro ur gevredigezh lec'h m'emañ ken pell an araokadennoù teknologel n'en deus ket ken an den da strivañ ken. Lem, troet war-zu sevenadur ar c'hornog en deus burutellet kalz ar strollerezh.

Lem daoust dezhañ bezañ bet lakaet ezel eus ar Science Fiction and Fantasy Writers of America (SFWA) e 1973 na blije ket kalz dezhañ ar skiant faltazi amerikañ, hervezañ ul lennegezh izel e renk. Ar skrivagner amerikan nemetañ a blije dezhañ a oa Philip K. Dick. Skarzhet eo bet e 1976 eus ar (SFWA) ken displijet eo bet izili ar strollad gant pezh a embanne Lem diwar o fenn.

Klañv e-pad un hir dermen, e varvas Stanislas Lem en ospital Krakovia abalamour d'un taol kalon d'ar 27 a viz Meurzh 2006

E oberoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Stanisław Lem

Lakaet an anvioù gallek, pa'z eo er yezh-se e vezont kavet gant ar vrezhonegerien en o bro, hag e poloneg bep tro ma c'haller.

  • 1954 : Feu Vénus, ((pl) Astronauci)
  • 1959 : Eden, ((pl) Eden)
  • 1961 : Mémoires trouvés dans une baignoire,((pl) Pamiętnik znaleziony w wannie)
  • 1961 : Retour des étoiles, ((pl) Powrót z gwiazd)
  • 1961 : Solaris
  • 1964 : Contes inoxydables, ((pl) Bajki robotów)
  • 1964 : L'Invincible,((pl) Niezwyciężony)
  • 1965 : La Cybériade, ((pl) Cyberiada)
  • 1968 : La Voix du maître, ((pl) Głos pana)
  • 1971 : Le Congrès de futurologie, ((pl) Kongres futurologiczny)
  • 1971 : Mémoires d'Ijon Tichy, ((pl) Dzienniki gwiazdowe, éd. No 4, dastumad danevelloù fentus
  • 1976 : Les Voyages électriques d'Ijon Tichy ((pl) Dzienniki gwiazdowe, dastumad danevelloù fentus)
  • 1976 : Le Rhume ((pl) Katar)
  • 1987 : Fiasco ((pl) Fiasko)
  • Le Masque ((pl) Maska)
  • Le Bréviaire des robots
  • Nouvelles Aventures d'Ijon Tichy
  • Bibliothèque du XXIe siècle ((pl) Biblioteka XXI wieku)

E brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Beajoù Ijon Tichy, un danevell troet diwar ar galleg gant Mark Kerrain (in Al Liamm nn 227).

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Porched al Lennegezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn al lennegezhioù.
Rummad Skiant-faltazi – Gwelit ar pennadoù hag an isrummadoù diwar-benn ar skiant-faltazi.