Mont d’an endalc’had

Stade Brestois New York

Eus Wikipedia
Bretoned e New York
Ditouroù hollek
Anv klok Stade Brestois New York
Anvioù kent Stade breton (1955-2012)
Merlus de NY (2008-11)
Lesanv Un, daou, tri, bevet Breizh !

Krouidigezh 1955 Stade breton[n 1]
201/2012 Stade Brestois NY[n 2]
A-vicher 1955 - 2005
'Sez 311 W 51 Street
Manhattan, NY 10019
Prezidant Charles Kergaravat
Gourdoner Charles Kergaravat

Stadion Sara D. Roosevelt Park

Livioù Ruz ha Gwenn
Liv ar skipailh
Liv ar skipailh
Liv ar skipailh
Liv ar skipailh
Liv ar skipailh
Er gêr

Internet bzh-ny.org

  1. Damvicher, EDSL.
  2. Kendeuzadur.

Stade Brestois New York zo ur c'hlub Mell-droad amatour e kêr New York.
Hennezh oa bet badezet e giz-se trugarez d'e sponsor, ar c'hlub mell-droad a vicher anvet Stad Brest 29[1].

Istor ar vell-droad vrezhonek e New York

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bloavezhiadoù ar Stade Breton

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kalz sportoù zo bet ijinet gant an Amerikaned : Amerikan football, baseball, basketball hag all.

Koulskoude, ur sport a oa da vezañ brudet e-touez an enbroidi eus Europa pe Azïa : ar vell-droad, pe soccer e-giz ma vez lavaret er Stadou-Unanet, peogwir o deus kaset anezhañ ganto : Mec'hikaned, Italianed, Bretoned, hag all.

E giz-ze e voe krouet ar gevredigezh kentañ evit lakaat asambles Bretoned e New York er bloaz 1955[2] Bretoned en em gave er Stade Breton ma c'hellent komz brezhoneg,[3]. c’hoari bouloù, seniñ, dañsal ha traoù a bep seurt evel pa oant er Vro.

Peotramant e veze brudet ar Stade Breton a-drugarez d’e skipailh mell-droad. Hennezh oa mat a-walc'h, gant c’hoarierion a-vicher en o mesk. Gounezet en devoa ar Stade Breton kalz krogadoù, ha peder gwech e oa aet ar maout gantañ en New York State’s Cup : heñvel eo ar gib-se ouzh Coupe de France Bro-C'hal

Galloudus ha pinvidik oa ar Stade Breton abalamour d’ar preti Tout Va Bien, ul lec'h brudet e New York abaoe pell ha hiziv c’hoazh. Jean-Pierre Touchard e oa ar perc'henn, un den hegarat eus ar Mor-Bihan.

Finvezh ar Stade Breton ha ganedigezh Merlus de New York

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E deroù an XXIvet kantved e voe aozet ar skipailh gant c’hoarierion na oant ket eus Breizh pe eus Bro-C'hall : da etrebroadel e oa troet ar Stade Breton. Jean-Pierre Touchard ha Tout Va Bien o doa klasket kuitaa ar Stade Breton.

Peogwir n'en doa ket c’hoant ken d'en em chalañ, e krouas e 2006 ar gevredigezh BZH New York gant Amerikaned-Bretoned yaouankoc'h eus an eil oad. E 2008 e voe sinet ur sponsorship agreement gant BZH NY hag FC Lorient, ar c'hlub mell-droad a vicher.

Badezet Merlus de New York e voe ar skipailh rak gwisket evel ar Merlus de Lorient ; c’hoarïa raent en ur bern kampionadou amatour en Enez Manhattan. Ar skipailh-mañ oa aze evit brudañ sevenadur Breizh er Bed Nevez, hag ur c'hiz vat eo ar vell-droad evit brudañ BZH NY, eme he frezidant yaouank Charles Kergaravat, eus ar Mor-Bihan ivez.

Setu perak e oa daou glub mell-droad evit ar Vretoned e New York, adalek 2008 betek 2012 : ar Stade Breton, sponsorizet gant Tout Va Bien, hag ar Merlus de NY, aozet gant BZH New York. An hini kentañ oa brudet met war goshaat e oa, ha an eil a oa o kreskiñ.

Kendeuzadur skipailh Stade Breton ha skipailh Merlus

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-Pad ar c'houlzad 2011/12 e cheñchas an traoù evit ar pobloù-se : divizet en doa Jean-Pierre Touchard ne oa ket ezhomm ken eus div gevredigezh vrezhonek en Aval Bras, setu e paouezas gant sponsorship 'Tout Va Bien. Evit ar wech diwezhañ e oa en em zegouezhet ganto tud Stade Breton e miz Mae 2012, ha netra ken da c'houde.

E keit ma oa troc'het al liamm etre Tout va Bien ha Stade Breton 'oa aet kuit ar Merlus de NY evit kempenn ur skipailh mell-droad sikouret gant Stade Brestois 29, ur c'hlub a-vicher all eus Breiz-Izel. Laosket he deus BZH NY he roched Merlus evit hini SB29.

Goude-se e voe krouet ur skipailh nevez gant tud eus Stade Breton ha re eus Merlus de NY, anvet Stade Brestois NY bremañ. Bremañ e c'hall BZH NY brudañ Breizh hag ar sevenadur keltiek e New York[4].

Da skouer e vez aozet bep bloaz ar Celtic Cup gant Scotch NY ha Welsh NY a-wechoù, ha sur avat gant Irish Network. Ne vez ket aes gounit enep tud Iwerzhon gwech ebet, abalamour d’o Fighting Spirit. Ha da echuiñ ivez ez eus un emglev gant bigi a Vro-C'hall : ma teufent da New York e c’hoarifent un abadenn mell-droad enepto.

SB NY hiziv an deiz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Netra brasoc'h zo bet gounezet gant ar Vretoned eus New York abaoe o c'hrouidigezh e 2008, e-keit ma oa bet Stade Breton o c’hoari e tro-serr an NY State Cup, ar c'hlub istorel aet da get e 2012. Hogen, klask a raint kentoc'h tapout ar maout en Urban Soccer pe er YMCA Championship a-raok fin ar bloaz 2013 ha kastizañ paotred Iwerzhon evel e bloazhioù 2009, 2010, 2011 ha 2012[5].

Skipailh 2012

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar re-mañ o doa boulc'het an abadenn e dibenn 2012 e kampionad YMCA
Anv Abadennoù Goals
Abdell Habbouse 5 2
Adrien 1 0
Alfred Zakovic 3 3
Arnaud Declochez 5 1
Benoit Ferre 14 13
Benoit Roue 1 0
Cedric Noeillac 2 0
Clement Barthelemy 2 1
Charles Kergaravat 22 7
Damien Herrou 1 1
David Aubert 6 3
EJ Imafidon 9 4
Erwan LeBihan 22 1
Evan Woodhouse 1 0
Fabien Clouet 1 0
Florent Leon 1 0
Florian Nguyen 7 2
François Le Bourhis 1 0
Guillaume Jaubert 3 4
Herve Ugo 1 0
Jeremy Dole 11 7
Anv Abadennoù Goals
Jerome Pitorin 1 3
Julien Micault 15 3
Laurent Corbel 7 4
Luisa Mirachi 4 6
Malo DelaRue 1 0
Maxime Boderiou 4 9
Nabil Bejaoui 6 4
Nicolas Vasilache 5 1
Pierre Emmanuel Bouyer 0 0
Olivier Uzel 8 3
Ricardo Ricketts 10 3
Ruben Mozzi 1 0
Simon LeChapelain 8 0
Stanley Simon 14 1
Sylvain Lescoul 18 17
Thierry Kranzier 7 7
Vincent Caro 3 0
Yohann Corre 11 8
Yvan Jestin 2 0
Zohair Ghenania 1 1

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. STADE BRESTOIS NY. BZH NY (miz Eost 2012).
  2. Diaspora. Ar Mên (23 'viz Genver 2010).
  3. Kentel vrezhonek e New York. Fans de Bretagne (2 'viz Mae 2011).
  4. MANIFESTADEG EVIT AR YEZHOÙ RANNVRO E NEW-YORK. France3 Bretagne (16 'viz C'hwevrer 2012).
  5. Mell-droad mod brezoneg e New York (NY) e neus cheñchet ennañ.. An-Amzair (30 'viz Kerzu 2012).
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.