Stad don

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Ar Stad don pe Deep state er Stadoù-Unanet Amerika a vez graet eus ur mennad politikel ganet e Turkia er bloavezhioù 1990, e-liamm gant afer Susurluk.

Disheñvel eo ster an droienn met dre vras e servij evit ober anv eus ur strollad tud bodet en un aozadur nann ofisiel ha ganto e vez ar gwir galloud stad. Er-maez eus ar galloud lezennel aotreet int. Savet eo ar strolladoù tud-se gant pennoù bras ar c'hlasadoù sokial, pennoù bras ar velestradurezh. Al lodenn velestradurel a zo an hini galloudusañ ha kuzh eus an establishment.

Deuet eo war-wel kalz an droienn deep state e-pad dilennadegoù prezidant Stadoù-Unanet Amerika 2016 ha dreist-holl a-feur ma oa Donald Trump o vont war-zu ar galloud. Izili an alt-right, ha goude-se melestradurezh Trump a implij an droienn evit ober eus o enebourien (CIA, FBI...).

Abaoe pell e oa bet graet gant ar mennad-se met gant gerioù disheñvel evel État dans l'État e galleg pe "Les états dans l'Etat" gant Charles Maurras.

Adkemer er sevenadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adkemeret eo bet ar mennad evit meur a oberenn.

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]