Stêr Fuerte

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ar stêr Fuerte gwelet eus pont San Miguel Zapotitlán
Dour-bras, e miz Gwengolo 2008

Ar stêr Fuerte zo ur stêr a red dre Chihuahua (Sierra Tarahumara) ha gwalarn stad Sinaloa (Valle del Fuerte) e Mec'hiko.

C'hoarvezout a ra eus kember ar stêrioù Verde hag Urique. Tremen a ra dre El Fuerte, hag ur stankell a zo dreisti eno, ha tost da gêr Los Mochis. Dour ar stêr a vez implijet sof-kont evit al labour-douar en hanternoz Sinaloa, ha kreisteiz Sonora. Plantadegoù bras zo a bep tu d'ar stêr, ha gounezet e vez mangez ha frouezh all kaset da SUA.