Barrancas del Cobre

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Copper canyon 3.jpg
Barrancas del Cobre.
Lec'hiadur.

Ar Barrancas del Cobre pe El Cañón del Cobre (Kanyon ar C'houevr) zo c'hwec'h saonenn er Sierra Tarahumara e gwalarn stad Chihuahua en Mec'hiko, ma red c'hwec'h stêr. Brasoc'h eo an hollad anezho eget ar Gran Cañón en SUA, en Arizona. Mont a ra ar stêrioù d'en em deurel er Stêr Fuerte, hag a ya da aberiñ e Mor Cortez. Dont a ra an anv eus liv ruz ar roc'h.

Bro ar bobl Rarámuri, pe Tarahumara eo.