Stêr Camwy

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ar stêr Camwy

Ar Stêr Camwy, pe Afon Camwy e kembraeg, pe Río Chubut e spagnoleg, zo ur stêr eus proviñs Chubut e Patagonia Arc'hantina.

Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tennañ a ra an anv kembraek da anv stêr Conwy, gant ar ger cam, heñvel ouzh kamm e brezhoneg. Dont a ra an anv spagnolek Chubut eus ur ger Tehuelche chupat, met abalamour d'ar ger spagnolek damheñvelson chupar (lipat) eo bet lakaet Chubut. Proviñs Chubut a deu hec'h anv eus anv ar stêr.

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tremen a ra dre kêrioù ha kêriadennoù Trelew, Rawson, Gaiman ha Dolavon. War lez ar stêr Camwy e tiazezas Kembreiz kentañ Arc'hantina, deuet da sevel ar Wladfa e 1865.